Mont d’an endalc’had

Jacques Demy

Eus Wikipedia

Jacques Demy (1931-1990) a zo ur filmaozer breizhat hag ur senarioer, saver-divizoù, produer hag aktour.


Jacques Demy a oa bet ganet d'ar 5 a viz Mezheven 1931 e Pontkastell-Keren e Bro-Naoned. Marvet e oa bet d'an 27 a viz Here 1990 e Pariz. Douaret eo e vered ar Montparnasse (9vet rann).

E-pad e yaouankiz e oa Jacques Demy o chom e Naoned, gant e dud.

Dimezet e oa gant Agnès Varda ha dediet he deus un nebeud filmoù dezhañ : Jacquot de Nantes (1991), Les Demoiselles ont eu 25 ans (1993), L'Univers de Jacques Demy (1995). Mathieu Demy eo o mab.

Kanet e vez filmoù Jacques Demy peurliesañ, penn-da-benn gant daou anezho zoken : Les Parapluies de Cherbourg hag Une chambre en ville.

Tost e oa Jacques Demy d'an Nouvelle Vague (ar Wagenn Nevez), a zegasas ul lusk nevez d'ar sinema gallek, er bloavezhioù 60, gant filmaozourien evel Alain Resnais, François Truffaut pe Jean-Luc Godard.

E Naoned e oa bet filmet daou film Jacques Demy : Lola hag Une chambre en ville.

Roet eo bet anv ar filmaozer d'al levraoueg e-kreiz kêr Naoned : ar mediaoueg Jacques Demy.


  • David Thomson (1975). Biographical Dictionary of Film (3eir emb.). Londrez: Andre Deutsch. ISBN 0-233-98953-6

Kelaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rafferty, Terrence (16 Ebrel 1996). The Past Recaptured. The New Yorker.

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]