Spagn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
(es) Reino de España (ca) Regne d'Espanya (eu) Espainiako Erresuma (ga) Reino de España | |||||||||||
| |||||||||||
Ker-benn | Madrid | ||||||||||
Yezhoù • ofisiel • kenofisiel |
Spagnoleg Katalaneg, Euskareg Galisianeg, Araneg | ||||||||||
Gorread • En holl • % dour |
504 782 km² 1,04 % | ||||||||||
Poblañs • Hollad • Stankter • Annezidi |
48 592 909 ann. (2024) 96/km² Spagnol(ed) / Spagnolez(ed), Spagnad (-gniz) | ||||||||||
Roue | Felipe VI | ||||||||||
Kentañ ministr | Pedro Sánchez | ||||||||||
Gouel broadel | 12 a viz Here | ||||||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||||||
Kod pellgomz | 34 | ||||||||||
Kenrouedad | .es |
Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn), un anv a deu eus ar ger latin Hispania, e Ledenez Iberia.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spagn, pe Rouantelezh Spagn hervez hec’h anv ofisiel, zo ur stad eus mervent Europa, ha dezhi div englozadenn e Norzhafrika (Maroko). Un demokratelezh eo, hag aozet eo evel un unpenniezh daeliek. Ur vro ziorroet eo, a zo en navet renk evit a sell an armerzh er bed a-bezh. Ur vro all, Portugal hec’h anv, a gaver e Kornôg hag e Mervent Ledenez Iberia (diwar anv an Iberianed, ar bobl he doa graet hec’h annez eno er Ragistor).
Er Su da Spagn emañ Jibraltar (un tiriad tramor a zo d'ar Rouantelezh-Unanet). Pelloc'hik er c'hreisteiz emañ Maroko, a zo enklozet enni div geoded spagnat : (Ceuta) ha (Melilla). Er biz da Spagn emañ ar Pireneoù, a zo ul lodenn anezho da Vro-C'hall, hag ivez Andorra, ur briñselezh vihan dizalc'h. E Spagn ivez emañ an inizi Balearez er Mor Kreizdouar, an inizi Kanariez er Meurvor Atlantel hag enezennoù didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu strizh-mor Jibraltar, anavezet eo evel lec’hioù ar riegezh (Plazas de soberanía), evel an inizi Chafarinas, Enez Alborán, « reier » Vélez de la Gomera hag Alhucemas hag un enezenn vihan, Enez Perejil. Er biz da Spagn, er Pireneoù gall, ez eus un englozadenn vihan eus Katalonia, ur gêr zo Llívia hec'h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iberianed a oa anv ar poblañsoù emren a oa o vevañ e Ledenez Iberia. Da c’houde e oa deuet poblañsoù kelt avat, a veze graet ar Geltiberianed anezho, da vevañ ganto.
Adalek an IXvet kantved a-raok Jezuz-Krist e stalias ar Fenikianed, ar C'hresianed ha Kartadiz kontoerioù war aodoù ar Mor Kreizdouar.
En IIvet kantved e voe aloubet al ledenez gant ar Romaned. Ar c’hastilhaneg, ar relijion hag al lezennoù a zeu evit darn eus ar mare ma oa bet ar Romaned enni.
Pa'z eas an Impalaeriezh roman war an diskar er Vvet kantved e voe aloubet ar vro gant ar Sueved, ar Vandaled hag ar Wizigoted. Bet staliet evit ur mare e su al ledenez ez eas ar Vandaled buan d’ober o annez e Tunizia, tra ma voe renet ar vro gant ar Wizigoted betek aloubidigezh ar vro gant ar Vuzulmaned.
Aloubiñ a reas an arabed-berbered, kaset gant Tariq ibn Ziyad, ar vro e 711. E 756 e teuas Spagn, anezhi ur vro vuzulman, da vezañ dizalc'h, dindan ren Omeyaded Spagn. E 929 e teuas ar vro da vezañ kalifiezh. En XIvet kantved ez eas ar galifelezh war an diskar hag e-se e voe savet meur a stad bihan, a veze anvet Taifaoù (betek 25).
Neuze e krogas ar gristenien, a veze repuet e Norzh ar vro, en-dro d'aloubiñ Spagn ha da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit diouzh ar vro. Padout a reas an adperc’hennigezh-se betek 1492, pa voe skarzhet ar Vuzulmaned ziwezhañ diouzh Rouantelezh Granada dindan ren ar roueed katolik, Isabel de Castilla ha Fernando de Aragón. E fin ar bloaz 1792 e voe dizoloet pe addizoloet Amerika gant Kristol Goulm. Peurunvanet e voe Spagn ent-ofisiel e 1512. Adalek ar mare-se e krogas ar Gonkistadored da sevel un impalaeriezh drevadennel divent evit Spagn en div Amerika .
E 1492 e tivizas penntierned Spagn, broudet gant ar pezh a c’hoarveze er vro a-fet relijion gant an Adperc’hennidigezh, da lakaat ar Yuzevien da zibab etre treiñ ouzh Doue pe mont d'an harlu. An darn vrasañ eus ar Yuzevien a oa aet da repuiñ en impalaeriezh otoman ha chomet e oa ar vuzulmaned e Spagn war-lerc’h an Adperc’hennigezh-se, a veze graet ar Vorisked diouto, a voe lakaet da dreiñ ouzh Doue dre ret adalek deroù ar XVIvet kantved. Skarzhet e voent kuit diouzh ar vro e 1609, goude m’o doa kemeret perzh e meur a emsavadeg.
Dont a reas Spagn da vezañ ur rouantelezh er XVIvet kantved, unan eus ar riezoù galloudusañ Europa abalamour ma oa bet aloubet-mat Amerika ganti hag abalamour ma tegase pinvidigezhioù a-leizh eus ar c'hevandir-se.
Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioù all ha ker-ruz e kouste dezhi brezeliañ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoù a zirollas enni.
E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall Loeiz XIV, bet e wreg kentañ merc’h yaouaer roue Spagn, da vezañ Roue Spagn, Fulup V e anv. Sevel ar reas tierniezh Bourboned Spagn. Un emglev a oa bet skoulmet etrezo ha roueed Bro-C'hall (Tiernezh ar re Vourbon). E XVIIIvet kantved e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat.
Da vare Napoleon Iañ, e deroù an XIXvet kantved, e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall hag abalamour da se e tirollas Brezel Spagn, ur brezel gwadek-kenañ er vro.
Abalamour ma voe meur a wech er blegenn e kollas Spagn an darn vuiañ eus he zrevadennoù e XIXvet kantved, dreist-holl adalek ar bloavezhioù 1820.
Lakaet e voe Republik kentañ Spagn war-sav e 1873 hag e 1874 met ne badas pell.
Distaget e voe an trevadennoù diwezhañ (Kuba, Filipinez, Puerto Rico, Guam) diouzh ar rouantelezh e 1898, goude ar brezel a voe etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet.
Spagn, n’he doa kalz a zarempredoù gant broioù all Europa, a voe warlerc’hiet evit a sell ouzh an armerzh hag ar politikerezh.
Gant Eil Republik Spagn e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e 1931. E 1936, goude trec'h Talbenn poblek Spagn, en em savas an tu dehoù pellañ, a oa ennañ Karlourien hag ar Falañsourien. E 1936 e tirollas ur brezel diabarzh, Brezel Spagn, goude an taol-stad c'hwitet hag e badas betek 1939. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant ar Jeneral Franco. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitañ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lerc’h e varv hepken.
Goude marv ar Jeneral Franco, e 1975, e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel m’en doa divizet an diktator. Met Juan Carlos Iañ, ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e 1986 e teuas Spagn ezel eus Unvaniezh Europa. Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoù broadelourien lec'hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoù, ma vez graet gant yezhoù disheñvel diouzh ar c’hastilhaneg, evel Euskadi ha Katalonia. E kumuniezhoù'zo e vez goulennet muioc’h a emrenerezh, lod anezho a c’houlenn bezañ dizalc’h (en Euskadi hag e Katalonia dreist-holl).
Dindan dregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn d’ober berzh kaer, ar pezh n’eo ket c'hoarvezet gant armerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Politikerezh Spagn
Abaoe 1978 e vez meret aozadur politikel Spagn gant Bonreizh Spagn 1978. Gant ar Vonreizh eo deuet Spagn da vezañ war un dro ur vonarkiezh vonreizhel hag un demokratelezh. Liesseurt eo ar strolladoù politikel enni ivez.
Galloudoù politikel hag arouezel en deus ar roue. Termenet eo ar galloudoù-se e mellad 612 ar Vonreizh : peurwiriekaat al lezennoù, divodañ ar parlamant (Las Cortes Generales), envel a ra Prezidant ar Gouarnamant, hag e penn an armeoù emañ. E penn diplomatiezh ar Stad emañ ivez (mellad niv. 63). Felipe VI eo ar roue er mare-mañ.
E penn ar galloud erounit emañ Prezidant ar gouarnamant (Presidente del Gobierno) (ur garg zamheñvel diouzh hini ur C’hentañ ministr. Pevar bloavezh e pad e respet. Anvet eo da Brezidant ar gouarnamant gant ar roue, ur wech m’eo bet degemeret gant Congreso de los Diputados. E penn Kuzul ar Vinistred emañ. Mariano Rajoy zo e penn ar gouarnamant abaoe 2011, goude bezañ bet trec’h en dilennadeg kannaded. Dont a ra war-lerc'h José Luis Rodríguez Zapatero.
Bodet eo ar galloud erounit e Palez ar Parlamant (Las Cortes Generales). Er palez-se ez eus ur gambr izel anvet Congreso de los Diputados (Kendalc'h ar Gannaded) hag ur gambr uhel a vez anvet ar "Senedo” (Sened). 300 dilennad zo e Kendalc’h ar Gannaded. Evit pevar bloavezh e vezont dilennet gant ar mouezhiañ eeun. 248 den a vez ezel eus ar Sened, en o zouez 208 den dilennet gant ar mouezhiañ eeun ha 40 den anvet gant ar rannvroioù.
Bep 4 bloaz e vez aozet dilennadegoù e Spagn. E miz Du 2011 e voe aozet an dilennadegoù hollek diwezhañ.
Ezel eus Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel hag eus Unaniezh Europa eo Spagn.
Tiriadoù Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud : Kumuniezhioù emren Spagn, Proviñsoù Spagn
Seitek "Kumuniezhioù emren" a zo e Spagn. Seurtoù stadoù kevreet int ha peuzdizalc’h int, ha pa vefe kalz a ziforc'h er galloudoù roet d’an eil pe eben gant ar stad kreiz. Ar c’humuniezhioù emren zo enno ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs. Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, (Ceuta ha Melilla o anv.
111 kumun zo e Spagn, en o zouez enklozenn Livia e Reter ar Pireneoù.
|
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud : Poblañs Spagn
40 499 799 annezad a oa e Spagn d’ar 1añ a viz Genver [[2000] ha 46 005 127 annezad d’ar 1añ a viz Genver 2006. N’eo ket ken uhel stankted ar boblañs e Spagn (87,41 annezad/km2) hag en darn vuiañ eus ar broioù all e kornôg Europa. N'eo ket ingal-kenañ dasparzh an dud er vro a-bezh. Muioc'h a dud zo o chom war an aod pe en trowardroioù da Vadrid, tra ma'z eus nebeut-tre a dud o chom en diarbarzh.
Kresket kalz eo poblañs Spagn abaoe dibenn ar bloavezhioù 1990, pa oa en em gavet en tu all da 3 milion a enbrodi d’ober o annez enni. Evit gwir, etre 2000 ha 2005, e voe ar feur uhelañ a enbroidi e Spagn evit a sell ar bed a-bezh. Eus Su Amerika, Reter Europa ha Maghreb e teue an dud-se dreist-holl. 8,47 % eus poblañs Spagn a oa eus an estrenvro e 2005.
Kêrioù pennañ (2005)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1. Madrid 5 843 041 |
8. Zaragoza 833 455 |
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pell e oa bet Spagn ur vro labour-douar anezhi dreist-holl met abaoe 1975 mui pe vui ez eus bet kemmoù sokioarmerzhel bras enni. Liesseurt eo an armerzh enni hiziv an deiz. Deuet eo al liesseursted-se diwar kresk buan ar greantelezh er bloavezhioù hanter-kant ha diwar diorren an touristerezh. Etre 1995 ha 2001 e oa kresket an implijoù er greanterezhioù a 38%. Adalek 1964 ez eus bet kaset da benn meur a rakres evit diorren armerzh ar vro. Diorroet e oa bet ar vetalouriezh, al lestrsaverezh hag gennad an ezteuler kailh. Dindan 20 vloaz eo deuet Spagn da vezañ ur Stad a bouez evit a sell ar greantelezh hag al labour-douar. Eus gennad an touristelezh avat e teu ar goundioù brasañ.
Deuet eo Spagn da vezañ an navvet Stad er bed a-bezh hiziv an deiz.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez un enklask bet graet nevez zo gant Kreizenn foran an enklaskoù sokiologel (Le Monde, miz Gouere 2005), ez eus 82,4% eus Spagnoled a lavar ez int katoliked, en o zouez 47,7% anezho a lavar ez int katoliked wirion.
- Livourien : Pablo Picasso, Diego Velázquez, Salvador Dalí, Francisco Goya
- Tisavourien : Antoni Gaudí, Santiago Calatrava
- Skrivagnerien : Miguel de Cervantes, Arturo Pérez-Reverte, Manuel Vázquez Montalbán, Jorge Semprún, Federico García Lorca, Félix Lope de Vega, Camilo José Cela, Pascual Madoz Ibañez.
- Filmaozerien : Luis Buñuel, Pedro Almodóvar, Alejandro Amenábar, Antonio Banderas
- Sonaozerien : Isaac Albéniz, Manuel de Falla, Enrique Granados, Joaquín Rodrigo, Joaquín Turina
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gouelioù ha deizioù gouel
Deiziad | Anv brezhonek | Anv kastilhanek | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|
1añ Genver | Kalanna | Año Nuevo | |
16 a viz Genver | Gouel ar Rouaned | Epifanía | |
19 a viz Meurzh | Sant Jozeb | San José | Ne vez ket lidet en Andalouzia, Inizi Balearez, Inizi Kanariez, Katalonia hag e La Rioja |
5 a viz Ebrel | Yaou-Gamblit | Jueves Santo | Ne vez ket lidet e Katalonia nag e Valencia |
6 a viz Ebrel | Gwener-ar-Groaz | Viernes Santo | |
1añ Mae | Gouel al Labour | Día del Trabajo | |
25 a viz Gouere | Sant Jakez | Santiago Apóstol | Ne vez ket lidet en Andalouzia nag e Katalonia, Ceuta, Melilla nag e Navarra. |
15 a viz Eost | Gouel Maria Hanter-Eost | Asunción | |
12 a viz Here | Gouel an Hispaniadelezh | Día de la Hispanidad | Gouel broadel Spagn |
1añ Du | Gouel an Hollsent | Día de Todos los Santos | |
16 a viz Kerzu | Devezh ar Vonreizh | Día de la Constitución | |
8 a viz Kerzu | Gouel ar Werc'hez Vari koñsevet dinamm | Inmaculada Concepción | |
25 a viz Kerzu | Nedeleg | Navidad |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spagn en Open Directory Project
- Espagne travel guide war Wikivoyage
- MundoFut TV é um canal que transmite ao vivo o Campeonato Brasileiro Série A
- (es) Lec’hienn ofisiel gouarnamant Spagn
- (es) Porched melestradurezh Spagn
- (es) El Tiempo
- (fr) Alioù d'ar veajourien
- (fr) Fedoù ha sifroù diwar-benn Spagn
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
|
Broioù spagnolek |
|||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Yezh ofisiel |
|
||||||||||
Implijet stank |
|