E-pad ar Brezel-bed kentañ e skrivas Rosegger meur a destenn vroadelour ha meulus diàr-benn ar brezel. D'an 19 a viz Du1914 e embannas er gazetenn Neuen Wiener Tagblatt ur galv da bobl Aostria e vehe rekis dezho kemer perzh er brezel. Rosegger a voe ur skrivagner evit ar gazetenn Karnisch-Julischen Kriegszeitung, ma veze kalzik a zanvez broadelour. E 1916 e voe embannet ul levr barzhonegoù anvet Steirischer Waffensegen ("Armoù santel Stiria") a veule ar vroadelouriezh hag ar brezel, skrivet gantañ ha gant Ottokar Kernstock, ur mignon dezhañ.