Mentoniezh aljebrek
Neuz
Ar ventoniezh aljebrek zo un domani a 'r jedoniezh, etre ar ventoniezh hag an aljebr (an aljebr kantammsavat evit bout resisoc'h). Ent-eeun, studi ar seurtad aljebrek, an teskadoù poentoù despizet gant ataladoù polinomek a zo anezhi. Ent-hollekoc'h e tenn d'ar goulunioù.
Ar skourr-mañ a 'r jedoniezh n'en deus ket kalz da welout gant an aljebr mentoniel, hag a denn da arver ar c'halvezerezhioù amprouet eus ar ventoniezh elfennel a-benn diskoulmañ kudennoù a aljebr evel diskoulmadenn un atalad eil derez pe un atalad trimac'hek ha disoc'hoù a niveroniezh evel gwerzhad un niver tric'hornek.