Klaus Störtebeker
Klaus Störtebeker (bet ganet war-dro 1360 ha dibennet d'an 20 a viz Here 1401 e Hamburg) a oa ur c'hourser brudet eus hanternoz Alamagn. Bez' e oa e penn ur vandennad kourserien lesanvet Vitalienbrüder en alamaneg ("Breudeur ar Bevañs").
E dibenn an XIIIvet hag e penn kentañ ar XIVvet kantved e oa oberiant ar "Vreudeur"-se war aodoù hanternoz Alamagn. Genidik e oa Störtebeker eus Wismar, ur porzh eus Mecklenburg war aod ar Mor Baltel. E-pad ar braz eus e vuhez e voe diazezet en enez Rügen hag alese e tage bigi Kevre an Hansa er Mor Baltel hag e Mor an Hanternoz.
Kalz a istorioù a gonter diwar e benn. Gouzout a reer e voe o'n em gannañ a-du gant roue Sveden a-enep Danmark.
E 1401 e oa kêr Hamburg o klask tapout anezhañ. Goude un emgann war vor e-kichen enez Heligoland e voe tapet. Hervez ar vojenn e oa bet o klask marc'hata gant e enebourien, o kinnig dezho ur chadenn aour hir a-walc'h evit ober an dro da gêr Hamburg a-bezh. Met ur wech harzet e voe barnet, gant unnek ha tri-ugent eus e dud, kondaonet d'ar marv ha dibennet.