Mecklenburg
- Evit implijoù all, gwelet Mecklenburg (disheñvelout).
Mecklenburg (distaget [meːklənbʊrk] en alamaneg) zo ur vro istorel en hanternoz Alamagn, en arvor ar Mor Baltel. Bremañ emañ e Land Mecklenburg-Vorpommern. Rostock, Schwerin ha Neubrandenburg eo ar c'hêrioù brasañ.
Dont a ra an anv "Mecklenburg" eus hini ur c'hastell, Mikilenburg (« kastell bras »), a oa etre kêrioù Schwerin ha Wismar, hag a voe kavell Tiegezh Mecklenburg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre ar VIIvet hag an XIIvet kantved e oa poblet ar vro gant pobloù slav. E dibenn an XIIvet kantved e voe aloubet Mecklenburg gant Herri al Leon, dug Saks ; germanekaet ha kristenaet e voe ar vro. Tamm-ha-tamm e voe beuzet ar Slaved gant Germaned deuet eus ar c'hornôg da gemer o lec'h. Adalek an XIIvet kantved e oa chomet emren ar vro diouzh broioù all an Impalaeriezh Santel Roman alaman. Er XVIIvet kantved e voe rannet dugelezh Mecklenburg e div zugelezh, Mecklenburg-Schwerin ha Mecklenburg-Güstrow (anvet Mecklenburg-Strelitz diwezhatoc'h). Padout a reas an dugelezhioù (dugelezhioù-meur goude 1815) betek amzer Republik Weimar. Ul Land anvet Mecklenburg a oa e Republik Demokratel Alamagn, etre 1946 ha 1990, ennañ Mecklenburg ha kornôg Pomerania. Abaoe 1990 eo anvet Mecklenburg-Vorpommern, ha brasoc'h eo eget bro istorel Mecklenburg.