Hélène Jegado
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Hélène Jégado |
Anv-bihan | Hélène |
Anv-familh | Jégado |
Deiziad ganedigezh | 17 Mez 1803 |
Lec'h ganedigezh | Pleheneg |
Deiziad ar marv | 26 C'hwe 1852 |
Lec'h ar marv | Roazhon |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | dibennañ |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | domestic worker cook |
Deskrivet en URL | https://murderpedia.org/female.J/j/jegado-helene.htm |
Hélène Jegado (17 a viz Mezheven 1803 e Pleheneg - 26 a viz C'hwevrer 1852 e Roazhon) a oa ur vatezh vreizhat hag ul lazherez a-steudad. Soñjal a reer e lazhas 36 den en ur ober 18 bloavezh. Ampoezoniñ a rae an dud gant arsenik. Lazhañ a reas etre 1833 ha 1841, ha goude un ehan e krogas en-dro e 1851.
Penn-kentañ he buhez ha torfedoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Hélène Jegado en un ti-feurm e-kichen An Oriant. E 1810 e varvas he mamm, Anne Liscouët diouzh hec'h anv plac'h yaouank, pa oa-hi seizh vloaz ; lavaret e oa bet gant lod he dije Hélène he c'hontammet dre lakaat benede e-barzh he soubenn. He zad (Jean e anv-bihan) a oa bet en arme ar jeneral chouan Jorj Kadoudal ha mont a reas da Anaon e Rianteg d'ar 1añ a viz Genver 1836. Goude marv he mamm e voe kaset Hélène Jegado da labourat evel matezh e presbital Bubri, ma laboure div voereb dezhi. E presbital Seglian eo e teskas ar vicher a geginerez ; skarzhet e oa bet kuit e 1833 gant ur person abalamour ma kave-hi re vat he banne.
Soñjal a reer e krogas da ampoezoniñ tud e 1833 pa oa o labourat evel keginerez evit an aotrou person François Le Drogo e Gwern. Seizh den a varvas trumm etre an 28 a viz Even hag an 3 a viz Here : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra dezhi. E 1832 e oa bet ar c'holera oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvje tud neuze. Mont a reas Hélène Jegado da labourat da Vubri ma kemeras plas he c'hoar. Tri den a varvas, he moereb en o zouez. Mont a reas goude-se da Logunec'h, ma voe degemeret gant Marie-Jeanne Leboucher. Mervel a reas honnezh hag he merc'h ; klañv e voe he mab met bev e chomas. Un intañvez a ginnigas bod da Hélène Jegado neuze, ha mervel a reas ar vaouez-se ivez.
E 1835 e labouras Hélène Jegado evel matezh en ur gouent en Alre, met buan e voe skarzhet abalamour da veur a zarvoud (vandalerezh ha taolioù-disakr).
Keginerez e voe Hélène Jegado e meur a di, met ne badas ket. Peurliesañ e varve unan bennak pe en em gave klañv. Daoust ma ne voe biskoazh tapet Hélène Jegado gant arsenik, e veze kavet azonoù kontammerezh gant arsenik en dud-se. N'eus roud ebet eus marvioù diskred warno etre 1841 ha 1849, met kaoz zo eus laeroñsi, ha meur a wech e voe tapet Hélène Jegado pa oa o laerezh.
E 1849 ez eas da Roazhon da labourat er familh Rabot. Goude bezañ klemmet diwar-benn ar flaer a oa gant ar geginerez nevez e kouezhas klañv Albert, mab an tiegezh. D'an 29 a viz Kerzu ez eas da Anaon. Kleñvel a reas ar vamm hag ar vamm-gozh ivez...ha pareet kerkent hag aet kuit ar vatezh, ha hi skarzhet abalamour ma voe tamallet dezhi bezañ laeret un ugent boutailhad gwin Bourgogn bennak.
Harzet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1850 e voe degemeret Hélène Jegado e skipailh mitizhien Théophile Bidard, hag a oa kelenner e skol-veur Roazhon. Unan eus mitizhien an ti, Rose Tessier hec'h anv, en em gavas klañv hag a varvas pa oa Hélène Jegado oc'h ober war he zro. E 1851 e c'hoarvezas heñvel gant ur vatezh all anvet Rosalie Sarrazin. Daou vezeg o doa klasket saveteiñ Rosalie Sarrazin, ha pa verzjont e oa heñvel he azonoù ouzh re Rose Tessier e teujont a-benn da gendrec'hiñ he familh da c'houlenn ur c'horfskejadur. Diskred a savas pa grogas Hélène Jegado da embann e oa didamall a-raok ma vije bet aterset, ha harzet e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1851. Goude enklaskoù all e voe liammet Hélène Jegado ouzh 23 marv diskred warno, an holl anezho bet c'hoarvezet etre 1833 ha 1841. N'ez eas ket pell-tre an enklaskoù peogwir e oa c'hoarvezet an traoù ouzhpenn dek vloaz a-raok ma vije harzet. Soñjal a reer e lazhas 36 den en holl.
Ar prosez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 6 a viz Kerzu 1851 e krogas prosez Hélène Jegado. Abalamour da vont en-dro ar justis e voe barnet evit tri muntr, tri muntr all na oant ket bet kaset da benn hag unnek laeroñsi. E-pad ar prosez e voe cheñch-dicheñch emzalc'h Hélène Jegado, hag a-wechoù e tarzhe. A-hed ar prosez ec'h embannas ne oueze ket petra a oa an arsenik. He breutaer, Magloire Dorange e anv, a lavaras he dije ezhomm amzer hag a c'houlennas ne vije ket kaset d'ar marv peogwir e oa-hi tapet gant ar c'hrign-bev.
Kondaonet e voe Hélène Jegado d'ar marv ha dibennet e voe d'ar 26 a viz C'hwevrer 1852 er Champ-de-Mars e Roazhon.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Griffiths, Arthur (1899) : Mysteries of Police and Crime, Londrez
- Wraxall, Lascelles (1863) : Criminal Celebrities, Londrez
- Bouchardon, Pierre (1937) : Hélène Jégado, Albin Michel
- Heppenstall, Rayner (1970) : French Crime in the Romantic Age, H. Hamilton
- Gaute, J.H.H. & Odell, Robin (1996) : The New Murderer's Who's Who, Harrap Books
- Meazey, Peter (1999) : La Jégado – Histoire de la célèbre empoisonneuse, Gwengamp, Éditions de la Plomée, (2006)
- Erwan Chartier (2003) : Drames bretons, tresadennoù gant Malo Louarn, embannadurioù Edica