Chouanerezh
Neuz
Ar chouanerezh eo an anv a roer d'an emsavadeg a c'hoarvezas e dibenn an XVIIIvet kantved e Breizh hag en holl vroioù tostik d'he harzoù (Maine, Anjev, Normandi, Poatev) ouzh ar gouarnamant republikan gall goude an Dispac'h gall. Liammet eo ivez en un doare bennak ouzh Brezel Vendée.
Kregiñ a reas e 1791 gant an Association bretonne, a zifenne ar roue hag al lezennoù a oa da Vreizh hag a oa bet diskaret e 1789. Met en em sevel a reas un darn eus ar bobl pa voe rediet ar veleien da douiñ fealded d'ar gouarnamant republikan ha rediet 300 000 den da vont d'an arme da zifenn ar republik c'hall.
An Association bretonne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1791 e oa renet an Association bretonne gant Armand Tuffin de La Rouërie