Gott mit uns
Neuz
Gott mit uns (Doue ganimp) zo ur frazenn voutin en Alamagn. A-wechoù e vez liammet ouzh an arme alaman adalek an Impalaeriezh alaman betek dibenn an Trede Reich. Koulskoude eo kalz koshoc'h an orin anezhi peogwir eo ster an anv hebraek Immanuel a zo er Bibl. Goude an eil brezel-bed e veze skrivet alies war an dismantroù.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nobiscum deus (Doue ganimp) a oa ur youc'h-brezel e dibenn an Impalaeriezh roman hag Impalaeriezh Bizantion.
Er XVIIvet kantved e voe implijet evel ger-tremen, en arme Gustav Adolf, en emgannoù Breitenfeld (1631), Lützen (1632) ha Wittstock (1636) er Brezel Tregont Vloaz.
E 1701, pa voe kemmet e ardamezioù gant roue Prusia, Frederig Iañ Prusia, e voe skrivet Gott mit uns warne.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gott Mit Uns hervez an Time Magazine