Mont d’an endalc’had

Emglev Libr Europa

Eus Wikipedia
Emglev Libr Europa (ELE)
European Free Alliance (EFA)


Logo nevez abaoue 2013
Prezidant/ez François Alfonsi
Krouet 1981
Sez Boomkwekerijstraat 1,
1000 Brusel, Belgia
Ideologiezh Emverouriezh
Kenvreuriadur etrevroadel ebet
Strollad-parlamant europeat Ar Re C'hlas Europeat - Emglev Libr Europa
Livioù Limestra
Lec'hienn www.e-f-a.org
See also Politikerezh an Unvaniezh Europeat

Strolladoù politikel europeat
Dilennadegoù europeat


Emglev Libr Europa (anavezet ivez evel Kevredad Dieub Europa) a zo un emglev etre meur a strollad politikel emrener pe dizalc'hour eus Europa.

E 1981 e voe savet an Emglev gant strolladoù oberiant e meur a rannvro en Europa. E 1989 e voe bodet o c'hannaded e Parlamant Europa en ur bodad unvan. A-raok e oant rannet etre meur a gostezenn. E 1989 e oa bet ar gannaded-se e diabarzh ar strollad Kanevedenn (Rainbow Group) : ennañ e oa tro c'hannad eus Italia (Lega Nord ha Partito Sardo d'Azione), daou eus Spagn (Strollad broadelour euskarat ha Partido Andalucista), unan eus Belgia (Volksunie), unan eus ar Stad C'hall (Unione di u Populu Corsu, unan eus Breizh-Veur (SNP) hag unan eus Iwerzhon (Neil Blaney). A-gevret ganto e oa ivez pevar Danad eus ur strollad enebet ouzh Unaniezh Europa.

Seizh kannad en deus ELE e Parlamant Europa, abaoe dilennadeg Mezheven 2014.

Unanet eo ELE gant Ar Re C'hlas e Parlamant Europa da ober ar bodad Ar Re C'hlas-ELE.

Identelezh gweled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul logo nevez a oa bet diskouezet gant an ELE d'an 13 a viz Du 2013. Hervez e pennsekretour, Jordi Sole, "arouez ar youl-sevel ar strollad politikel evit mont war-raok etrezek un Europa all, un Europa disheñvel, eo al lizherenn E"[1].

Stad Strollad Pobl
Alamagn Die Friesen Friz
Alamagn Strollad Bavaria Bavaria
Alamagn Südschleswigscher Wählerverband danegerien Alamagn
Aostria Enotna Lista Slovened
Belgia ProDG Alamanegerien Belgia
Belgia Nieuw-Vlaamse Alliantie Flandrez
Bulgaria Omo Ilinden Pirin Makedoniz Bulgaria
Finland Ålands Framtid Åland
Frañs Kevread Savoiat Savoia
Frañs Luskad Rannvro Savoia Savoia
Frañs Partit Occitan Okitania
Frañs Partitu di a Nazione Corsa Korsika
Frañs Unvaniezh Demokratel Breizh Breizh
Frañs Unser Land Elzas
Frañs Unitat Catalana Katalonia an Norzh
Gres Vinozhito Makedoniz
Italia Libertà Emiliana-Nazione Emilia Emilia-Romagna
Italia Liga Veneta Repubblica Veneto
Italia Partito Sardo d'Azione Sardinia
Italia Slovenska Skupnost Slovened
Italia Süd-Tiroler Freiheit Su Tirol
Italia Autonomie, Liberté, Participation, Écologie (ALPE) Traoñienn Aosta
Izelvroioù Fryske Nasjonale Partij Friz
Kroatia Lista per Fiume italianegerien Rijeka
Lituania Strollad Lituaniat ar Bobl Boloniat Poloniz
Polonia Ruch Autonomii Śląska Silezia
Spagn Bloque Nacionalista Galego Galiza
Spagn Chunta Aragonesista Aragon
Spagn Esquerra Republicana de Catalunya Katalonia
Spagn / Frañs Eusko Alkartasuna Euskadi
Spagn Partido Andalucista Andalouzia
Spagn Partit Socialista de Mallorca Entesa Nacionalista Inizi Balearez
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon Mebyon Kernow Kerne-Veur
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon Plaid Cymru Kembre
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon Scottish National Party Bro-Skos
Republik Tchek Moravane Moravia

Izili-arsellerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alamagn Łužyska Alianca / Lausitzer Allianz Sorabed
Danmark Schleswigsche Partei alamanegerien Danmark
Italia Movimento per l'Indipendenza della Sicilia Sikilia
Italia Renouveau Valdôtain Traoñienn Aosta
Latvia Latvijas Krievu savienība rusianegerien Latvia
Slovakia Strana Regionov Slovenska lies-rannvroel

Ar strollad flandrezat Volksunie a oa aet da get e 2001. Ar strollad flandrezat Sociaal-Liberale Partij (Spirit kent) a oa aet da get e miz Kerzu 2009. Al Lega Nord he doa kuitaet an Emglev e 1996. Ar Strollad broadelour euskarat en doa paouezet da vezañ ezel e 2004. An Union Valdôtaine, a oa unan eus diazezerien Emglev Libr Europa, he deus paouezet da gemer perzh en e oberiantizoù. N'eo mui un ezel abaoe 2007. An Union für Südtirol a oa bet diarbennet e 2008 goude ma oa bet disrannet e daou strollad bihan e 2007. An hini brasañ eus ar strolladoù, hag an hini en doa miret an anv, en doa nac'het asantiñ ouzh un diskleriadur a-zivout an islamofobiezh. Ar strollad Latvijas Krievu savienība zo bet skarzhet e 2022, goude m'he doa nac'het kannadez europat ar strollad-se votiñ un destenn a-enep aloubadeg Ukraina gant an arme rusian.

Notennoù ha daveiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. European Free Alliance launches new website, party videos, and logo, war E-f-a.org,‎ d'ar 14 a viz Du 2013 (lennet d'ar 27 a viz Genver 2014) : "The reverse E is a symbol of our ambitions to bring about another Europe, a different Europe."

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]