C'hwibanenn
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen c'hwibanenn[1] (saoz.: sibilant consonant pe grooved fricative) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur dre daravat pe eus ur gensonenn dre fic'hal ma vez kaset ur bann aer da redek a-hed ur ganol strizh e trakt ar vouezh betek kostez lemm an teod.
Kreñvoc'h eo son ar c'hwibanennoù evit hini ar c'hensonennoù all.
A-wezhoù e vez lakaat an termen kensonenn skiltr (saoz. strident consonant) da vezañ heñvelster gant an termen c'hwibanenn, met e gwirionez e ranker ober an diforc'h etreze o-daou dre ma tenn an tremen "c'hwibanenn" da doare distagañ ur gensonenn keit ha ma tenn an anv-gwan "skiltr" da berzhioù ar c'hleved.
Setu ar c'hensonennoù dre serriñ pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- [s, z]: distaget gant beg pe gant lavnenn an teod.
- [ʃ, ʒ]: Drek-logigoù, da lâret eo kensonennoù drekkevig gant an teod bolzennet (pe damstaoniet) distaget gant beg pe gant lavnenn an teod
- [ɕ, ʑ]: Rak-staon: da lâret eo kensonennoù drek-logigoù staoniet kevatal da /ʃʲ, ʒʲ/
- [ʂ, ʐ]: Kilbleg, da lâret eo resisoc'h: a) kensoennoù drek-logigoù distaget gant neb an teod nann-staoniet; b) kensonennoù drek-logigoù pe rak-staon distaget gant isbeg an teod pe; c) kensonennoù drek-logioù nann-staoniet distaget gant lavnenn an teod ("plaen"), a-wezhoù treuzskrivet [s̠, z̠] pe [ʂ̻, ʐ̻]
Bez' e c'heller implijout sinoù diakritek seul wezh mar bez ezhomm evit sklaeraat en un doare resisoc'h pehini eo al lec'h distagañ, da skouer [s̺] evit ur gensonenn distaget gant beg an teod kv. [s̻] evit ur gensonenn distaget gant lavnenn an teod; [s̪] evit ur gensonenn dent pe logigoù-dent; [sʲ] evit merkañ ur gensonenn staoniet; ha [s̠] evit ur gensonenn drek-logigoù hepmuiken, da lâret eo ur gensonenn drek-logigoù nann-staoniet (pe "plaen") distaget gant lavnenn an teod. Gant un nebeud yezhoù kaokazek ar gwalarn e vez implijet ivez "kensonennoù drek-logigoù serr distaget gant lavnenn an teod" hep arouezenn ofisiel ebet hervez reolennoù al LFE, treuzskrivet peurliesañ [ŝ ẑ].
Ral a wezh e kaver yezhoù oc'h ober gant muioc'h evit tri rummad c'hwibanennoù disheñvel (hep kendistagadur all ebet), met en oubic'heg e reer gant pevar rummad c'hwibanennoù eeun: [s z], [ŝ ẑ ŝʷ ẑʷ], [ɕ ʑ ɕʷ ʑʷ], [ʂ ʐ], hag hervez enklaskoù zo e vefe implijet pemp rummad disheñvel e rannyezh sinaek Qinan, e Proviñs Shandong.
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dictionnaire français-breton, Martial Menard, Palantines, 2012. Pennger 'sifflant'.