Mont d’an endalc’had

C'haeronea

Eus Wikipedia
Leon C'haeronea, e koun emgann -338.
Delwenn d'ar skrivagner Ploutarc'hos.

C'haeronea pe C'haeroneia ( Χαιρώνεια / Khairốneia e gregach) zo ur gêr eus Beotia, entre Fokis hag Attika, nepell diouzh ar stêr Kefisos ( Κηφισός). Abaoe 2011 eo stag ouzh kumun Livadeia.

C'haeronea, anavezet ivez kent evel Arne, zo meneget e Katalog al listri, brudet he gwiniegoù fonnus, bro Ménesthios, mab d'ar roue Areithoos ( Ἀρηίθοος ), kadour e brezel Troia, ha da Phylomedusa.

Er marevezh klasel e paee truaj da geoded Orc'homenos. Goude e voe un distrig eus Beotia.

Meur a emgann zo bet e C'haeronea: