Bergen (Noord-Holland)
Bergen (distagañ : [1])a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 119,83 km² eo gorread Bergen (douar : 97,05 km² , dour : 22,78 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 31 155 annezad enni. Stank e teu an douristed da vBergen, peogwir ez eus kalz traezhennoù (aod Mor an Hanternoz). E 2001 e voe kresket Bergen, pa voe ouzhpennet kumun Egmond ha hini Schoorl. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Bergen : Bergen, Aagtdorp, Bergen aan Zee, Bregtdorp, Camperduin, Catrijp, Egmond aan den Hoef, Egmond aan Zee, Egmond-Binnen, Groet, Hargen, Rinnegom, Schoorl, ul lodenn eus Schoorldam ha Wimmenum.
Abaoe war-dro 1900 e teu stank an arzourien (skrivagnerien, arkitektourien, livourien) da vBergen. Skol Bergen a zo ul luskad arzoù, hag oberennoù a c'haller gwelout e mirdi Kranenburgh. Karter Park Meerwijk, savet e 1915, a zo ennañ kenkizoù savet e doare skol Amsterdam. Ouzhpenn festivalioù arzoù (Kunsttiendaagse e miz Here) e vez aozet ur festival sonerezh bep bloaz e miz Eost e Bergen. War-du norzh Bergen emañ Schoorlse Duinen. Ul lec'h naturel eo ma kaver tevinier uhelañ ha ledanañ an Izelvroioù : betek 59m uhelder ha betek 5km ledander e lec'hioù zo. Un akwariom a zo ivez e Bergen aan Zee, ur mirdi gouestlet d'ar c'hirri kozh e Bergen ha daou virdi istor : Het Sterkenhuis (e Bergen) ha mirdi van Egmond (en Egmond aan Zee).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bergen a greskas tro-dro d'ur chapel, ha roud kentañ anv Bergen a voe kavet en Xvet kantved. Bez ez eus ur vojenn anvet Burzhud Bergen ma konter darvoudoù a vije bet c'hoarvezet da vare dour-beuz Santez Elizabeth e 1421. An den e penn polis Bergen en dije kavet ur c'houfrig, ennañ ostivoù eus iliz Petten, bet kaset betek Bergen gant red an dour. A-hervez e vije troet an dour-mor a oa er c'houfrig da wad. En ur vojenn all eus 1422 ez eus anv eus ostivoù troet da gwad. E-lec'h ma vije c'hoarvezet an darvoudoù-se e voe savet ur chapel, hag ul lec'h pirc'hirinded e teuas da vezañ.
Ruinekerk a voe savet er XVvet kantved e-lec'h ma oa ar chapel. D'ar mare ma voe savet e oa an hini vrasañ e Noord-Holland. E-pad Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a-enep Spagn, e 1574, e voe preizhet ha devet gant protestanted izevroat, ha savet en-dro goude-se.
E 1799 e -pad brezelioù an Dispac'h gall e voe aloubet Noord-Holland gant an arme saoz ha rusian. Un emgann a voe etrezi hag an arme gall ha batav e Bergen d'an 19 a viz Gwengolo 1799. Ur monumant (Russisch Monument) a zo e Bergen da zerc'hel soñj eus an darvoud-se.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Bergen ez eus 23 dileuriad (disoc'hoù miz Meurzh 2006) :
- VVD - 3 dileuriad
- CDA - 5 dileuriad
- Gem Bel B.E.S. - 5 dileuriad
- PvdA - 5 dileuriad
- D66 - 1 dileuriad
- GroenLinks - 2 zileuriad
- BOBbes - 1 dileuriad
- Fractie de Jong - 1 dileuriad
Bet ganet e Bergen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Golle (1620-1684) - ebenour
- Simeon ten Holt (1923) - sonaozer
- Saskia Noort (1967) – skrivagner ha kazetenner
- Kees van Wonderen (1969) – c'hoarier mell-droad
- Jim Bakkum (1987) - kaner hag aktor
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Bergen
- Gweladenniñ Bergen
- Kartenn kumun Bergen
- Kartennoù resis an holl gêriadennoù
- Mirdi Kranenburgh
- Bergen
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |