Mont d’an endalc’had

Creedence Clearwater Revival

Eus Wikipedia

Creedence Clearwater Revival (berraet "Creedence" get karourion ar strollad) a zo ur strollad sonerezh rock ag ar Stadoù Unanet, kaset get John Fogerty.

Istor ar strollad

The Blue Velvets a oa añv kentañ ar strollad a oa bet savet get Tom Fogerty en El Cerrito e California e dibenn ar bloavezhioù 1950. "The Golliwogs" (diwar añv ur boupinell brudet-kenañ), setu añv nevez ar strollad e-kreiz ar bleioù 1960, pa voent engouestlet get un ti-embann pladennoù, hag un nebeud pladennoù single a oa bet embannet, met istoer ar sonerezh ne voe ket cheñchet evit kelo-se, sañset !

A-benn ar fin eo John Fogerty, breur bihan da dTom, a yeas e penn ar strollad, eñ an hani eo a gase ar c'han pennañ, hag àr un dro skrivañ pozioù ha sonerezh ar strollad. O albom kentañ get Creedence Clearwater Revivals a zaas er-maez e 1968, get an ton single "Suzie Q." (savet get Dale Hawkins). Sonerezh "Swamp Rock" (sonerezh ar gwernioù, ar Bayou !) a voe graet a sonerezh Creedence da neuze, dreistholl get sonennoù èl "Born On The Bayou".

Adalek 1969 e voe kavet ur liv dibar a-walc'h da sonerezh ar strollad, ur liv dezhoñ e-unan a c'hell an nen en anavezout pa glev un nebeud notennoù. "Proud Mary", o eil pladenn bihan ("single"), a reas berzh bras hag ur yoc'h arall a voe da heul : "Bad Moon Rising", "Green River", "Down on the Corner", "Travelin' Band", "Who'll Stop the Rain", "Up Around the Bend", "Fortunate Son", ha "Lookin' Out My Back Door". Setu berzh bras a-drugarez da ampartiz ha barregezh John Fogerty evit pezh a sell doc'h sevel tonioù ha kas an traoù àr ar leurenn. Setu an izili arall eh en em gavas kaset a-dreñv, èl ma vehent bet sonerion dister, eilerion anezhe, e skeud o leader. Monet a reas kuit Tom a-zoc'h ar strollad e 1971, evit kenderc'hel e-unan, met ne reas ket berzh, dister a-walc'h e voe e oberennoù. Aotreet diget John e voe ar soner gitar-boud Stu Cook hag an tabouliner Doug Clifford da skrivañ o lod ha kaniñ get ar strollad en e albom diwezhañ "Mardi Gras" e 1972, un albom hag a ziskouez splann pouez bras John er strollad hag e levezon, e stumm da ganiñ ha da gas an traoù (kerkoulz evit sevel sonennoù hag àr ar leurenn) a oa penn-abeg ar berzh graet getoñ.


Adpreniñ a reas John Fogerty e lodenn en engouestl get Fantasy Records ha kregiñ get ur remzad soner e-unan penn e solo.


Savet e voe ar strollad "Creedence Clearwater Revisited" e 1995 get Doug Clifford ha Stu Cook, izili "CC revival" anezhe èl just, hag un nebeud sonerion arall ouzhpenn. Troiadoù sonadegoù ma vez klevet tonioù brudet ar strollad a-orin a vez graet gete er Stadoù Unanet.


E 2003 e taas er maez un dastumadeg 21 ton brudet enni, "Bad Moon Rising : The Best of Creedence Clearwater Revival".

Pladennoù :

   * Creedence Clearwater Revival (1968)
   * Bayou Country (1969)
   * Green River (1969) (++)
   * Willy and the Poor Boys (1969) (++)
   * Cosmo's Factory (1970) (++)
   * Pendulum (1970)
   * Mardi Gras (1972)
   * Live in Europe (1973)
   * The Concert (enrollet er c'hColiseum en Oakland d'an 31/01/1970; daet er-maez e 1980)
   * Bad Moon Rising: The Best of Creedence Clearwater Revival (2003)
   * Creedence Clearwater Revival Box Set 6 pladenn CDs.

(++) An tri albom-mañ a zo bet dilennet e-barzh rollad ar 500 gwellañ album bet a-viskoazh get ar gazetenn Rolling Stone.