Wilfred Owen
Wilfred Edward Salter Owen, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1893 e Croesoswallt ha lazhet er Brezel-bed kentañ d'ar 4 a viz Du 1918, zo ur barzh saoz, a orin kembreat, marvet en Ors (departamant Norzh, Bro-C'hall). Unan eus gwellañ barzhed ar brezel-se eo.
E wrizioù e Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E eontr Edward Shaw Owen en doa c'hoariet mell-droad e skipailh Kembre. Hervez an istorourez Hafina Clwyd e 'Rhywbeth Bob Dydd', e kustume Wilfred mont da vakañsiñ da di-ferm Glan Clwyd, e Rhewl e-kichen Rhuthun.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pennad e voe kelenner saozneg e Bourdel ma reas anaoudegezh gant ar skrivagner anarkour Laurent Tailhade, ha kenskrivañ e galleg a rejont.
E varzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel-mat e oa e vouezh diouzh hini Rupert Brooke a gane meuleudi d'ar brezel. Kamarad e oa d'ar varzhed Siegfried Sassoon ha Robert Graves .
Lazhet e voe Wilfred Owen ur sizhun a-raok fin ar brezel. Isletanant er Manchester Regiment e oa. Pa sone kleier ar peoc'h en iliz parrez e tegouezhe ar c'heloù eus e varv d'e dud.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Poems of Wilfred Owen, edited with a Memoir and Notes by Edmund Bluden, London, Chatto & Windus, 1952.
|
|
|
|
|