Tour-tan ar C'hreac'h
Neuz
Lec’h | Eusa, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1863 |
Dafar | maen |
Emgefreekaet | 1988 |
Uhelder | 54,85 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 76,65 metr |
Mammenn energiezh | tredan-ti |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Gweladenniñ | ar mirdi hepken |
Annezet | ya |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 19 Kerzu 1863 |
Uhelder fokalenn | 70 metr |
Kreñvder | 500 000 000 candela |
Diraez | 32 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl(2) W 10s |
Tour-tan ar C'hreac'h zo un tour-tan el lec’h anvet « ar C'hreac'h » (ar c'hrec'h, an uhelenn), e gwalarn enez Eusa, e Breizh. Unan eus kreñvañ tourioù-tan aodoù Europa eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E miz Kerzu 1863 e voe enaouet an tan kentañ e lein un tour ront 46,50 m uhelder. Anv a oa bet da sevel un tour-tan e kornôg Eusa abaoe amzer Vauban, e dibenn ar XVIIvet kantved.
- E 1867 e voe staliet, e-kichen an tour-tan, ur bouder (korn-boud) a veze lakaet da vont en-dro gant ur manej kezeg.
- E 1888 e voe tredanekaet ar gouleier. Hiziviken e voe taolet gant an tour-tan 2 vomm sked gwenn bep 10 eilenn. Kaset e voe al lampoù kozh da dour-tan ar Stif.
- E 1939 e voe staliet lampoù nevez. Evel-se e teuas an tour-tan da vezañ an hini kreñvañ er bed.
Bremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tour ront eo, gant savadurioù en traoñ e stumm un U. Livet eo gant bandennoù gwenn ha du a-led. Seizh den a vez o labourat e-barzh, noz ha deiz. Aleshont e vez pellgontrollet meur a dour-tan all e departamant Penn-ar-Bed.
Abaoe 1988 emañ Mirdi an tourioù-tan hag ar balizennoù er savadur a zo e-harz an tour. Meret eo ar mirdi-se gant Park Naturel Arvorig. Ne c’haller ket gweladenniñ an tour.
Ur monumant istorel eo tour-tan ar C’hreac’h abaoe 2005.