The Pirate Bay
The Pirate Bay berraet e TPB a zo ul lec'hienn ma c'haller eskemm restroù torrent. Diazezet eo e Sveden, ha krouerien al lec'hienn a embann ez eo «servijour torrent brasañ ar rouedad». Ouzhpenn ur milion a weladennerien a vefe bemdez. tracker Bittorent brasañ ar bed eo ivez.
E miz Mae hag e miz Even 2006 e voe meneget alies anv The Pirate Bay er c'hazetennoù, rak un arouez eus ar stourm a-enep da oberoù an tiez-embann bras (anvet major) hag a-enep da gemmoù ar gwirioù oberour eo[1].
E miz Ebrel 2009, krouerien al lec'hienn Peter Sunde, Fredrik Neij ha Gottfrid Svartholm a oa bet barnet kablus e-pad prosez Pirate Bay e Sveden evit bezañ sikouret da dremen e-bioù al lezennoù perc'henniñ . Kondaonet e oant bet d'ur bloaz toullbac'h ha d'un tailh-kastiz. E lod broioù eo bet rediet dre lezenn da stoufañ an hent etrezek al lec'hienn internet The Pirate Bay. Dre tremen dre ur Proxy e vez tu tizhout al lec'hienn memestra.
Taolennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Pirate Bay a zo unan eus al lec'hiennoù brasañ enno restroù BitTorrent. Kement-se a zo difennet e meur a vro, rak eilennoù diavaez lezenn eo ar restroù-se.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar urzh ministrerezh justis Sveden (d'an 31 a viz Mae 2006) [2], e voe kaset 50 poliser da furchal ha da dapout servijourien al lec'hiennoù hag ivez servijourien an herbec'hier anvet PRQ, en o zouez re Piratbyrån, (un aozadur distag, e bal stourm evit ar gwir da reiñ restroù). 300 lec'hienn ha n'o doa liamm ebet gant The Pirate Bay a voe stanket[3]. Tri merour hag herberc'hier al lec'hienn a voe harzet ha goulennataet gant ar polis, ha laosket e voent da vont kuit e fin an devezh.
Ur chadenn skinwel a skignas dielloù enno peadra da brouiñ o doa tud MPA pouezet war gouarnamant Sveden hag o doa graet anv eus kastizoù argant a-enep da Sveden. Kement-se a zo kontrol da vonreizh Sveden (disparti ar galloudoù), peogwir ne c'hall ket ar gouarnamant aozañ prosezoù[4]. War a dachenn bolitikel e voe lakaet an afer, pa c'houlennas izili Centerpartiet ma vefe aozet ur bodad enklask kaset gant kannaded diwar-benn izili minsitrerezh ar justis o doa lakaet prennañ al lec'hienn[5].
Servijourien The Pirate Bay a voe digoret en-dro en Izelvroioù d'an 2 a viz Even 2006. 600 den a vanifestas e Stockholm hag e Göteborg a-benn diskouez o c'henskoazell. D'ar 14 a viz Even 2006 ec'h embannas unan eus merourien al lec'hienn e oa bet kaset en-dro ar servijourien da Sveden. Ne voe tamm displegadenn ebet, met soñjal a reer e oa bet pouezet warno gant ministrerezh justis an Izelvroioù ha gant hini ar Stadoù-Unanet[6].
E miz Genver 2007 e reas krouerien The Pirate Bay ur galv a-benn kaout peadra da brenañ enezenn Sealand a-benn sevel ur vroadig[7]. Met ne voe ket eus ar werzh, rak Priñs Michael Bates a nac'has ma vefe implijet e enezenn a-enep da lezennoù etrebroadel[8]. Neuze e lavaras Tobias Andersson e chomfe The Pirate Bay e Sveden[9].
E miz Even 2007 e kinnigas merourien The Pirate Bay ur servij skeudennoù hep tamm kontrollerezh ebet, anvet Bayimg [2].
D'an 21 a viz Even 2007 ec'h embannas merourien The Pirate Bay e felle dezho kas meur a embregerezh dirak al lez-varn, goude ma vefe bet embannet kemennadennoù MediaDefender. Er c'hemennadennoù-se, hag a voe skignet war internet, ez eo splann e labouras MediaDefender evit an embregerezhioù-se dre glask distruj trackerien The Pirate Bay[10]. Sed roll an embregerezhioù tamallet gant The Pirate Bay :
- Twentieth Century Fox Sveden
- Emi Music Sveden
- Universal Music Group Sveden
- Universal Pictures Nordic
- Paramount Home Entertainment Sveden
- Atari Nordic
- Activision Nordic Filial hag Activision ar Rouantelezh-Unanet
- Ubisoft Sveden
- Sony Bmg Music Entertainment Sveden
- Sony Pictures Home Entertainment Nordic
D'an 31 a viz Genver 2008 e tivizas ur prokulor svedat kas pevar merour al lec'hienn dirak al lez-varn. Ar prosez a grogas d'ar 16 a viz C'hwevrer 2008, hag ar c'hastiz a c'hallje bezañ 123 000 euro hag ur bloavezh toull-bac'h. Rebechet e vez ouzh Hans Fredrik Neij, Per Svartholm Warg, Peter Kolmisoppi ha Carl Lundström bezañ aotreet eilañ un ugent bennak a bladennoù, a filmoù hag a c'hoarioù video[11].
D'an 12 a viz Eost 2008 e c'houlennas Giancarlo Mancusi, ur prokulor italian, ma vefe stanket an anv domani hag ar chomlec'hioù IP implijet gant The Pirate Bay[12]. Merourien The Pirate Bay a gemmas diouzhtu o chomlec'hioù IP.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Abordage raté de «The Pirate Bay», Libération, 8 a viz Even 2006
- ↑ The Pirate Bay de nouveau présent sur des serveurs en Suède, kemennadenn AFP, 14 a viz Even 2006
- ↑ The Pirate Bay de retour chez lui, Ratiatum, 15 a viz Even 2006
- ↑ ThePirateBay : des documents confirment les pressions, Ratiatum, 21 a viz Even 2006
- ↑ Bodström welcomes interference probe, The local, 21 a viz Even 2006
- ↑ US government behind Pirate Bay raid, The Local, 2 a viz Even 2006
- ↑ La solution pour légaliser le P2P, achetez une île, Ratiatum, 15 a viz Genver 2007
- ↑ La Principauté de Sealand ne sera pas vendue aux pirates, Ratiatum, 19 a viz Genver 2007
- ↑ The Pirate Bay restera amarré en Suède, Ratiatum, 24 a viz C'hwevrer 2007
- ↑ The Pirate Bay files charges against media companies
- ↑ Ca sent le sapin pour Pirate Bay ?, ZATAZ, 1añ a viz C'hwevrer 2008
- ↑ [1]