Mont d’an endalc’had

Tetovo

Eus Wikipedia
Ur pont kozh war ar stêr Pena.

Tetovo (Тетово e makedoneg ; Tetovë pe Tetova en albaneg) zo ur gêr hag ur gumun e gwalarn Makedonia an Norzh. Emañ e-harz ar menezioù Šar, war lez ar stêr Pena, un adstêr d'ar Vardar. E 2002 e oa 86 580 a annezidi er gumun ; e kêr e oa 52 915 a dud hag ar peurrest a oa er c'hêrioù tro-dro.

Kêr vras albanegerien Makedonia eo Tetovo. Enni e kaver div skol-veur ma kelenner en albaneg hag e makedoneg. E Tetovo ivez emañ sezioù kreiz ar strolladoù albanek bras e Makedonia.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.