Sturm, Ruger & Co.
Sturm, Ruger & Company, Inc., brudetoc'h dindan e anv Ruger, zo un embregerezh stadunanat hag a brodu armoù-tan hiniennel. E sez a zo e Southport (Connecticut), ha labouredagoù en deus ivez e Newport (New Hampshire), Mayodan (North Carolina) ha Prescott (Arizona). Savet e oa bet an embregerezh-mañ e 1949 gant Alexander McCormick Sturm ha William B. Ruger.
Hervez an ensavadur-stad stadunanat ATF e oa Ruger ar produour armoù kentañ Stadoù-Unanet Amerika e 2015. En eil plas e oa evit ar pistolennoù ha revolverioù nemetken (a-dreñv da Smith & Wesson) hag en eil plas evit ar fuzuilhoù ha karabinennoù (a-dreñv da Remington).
History
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sturm, Ruger & Company a voe savet gant William B. Ruger hag Alexander McCormick Sturm e 1949 en ur stal vihan e Southport (Connecticut).
A-raok en em lakjemp da labourat asambles, William Ruger a oa deuet a-benn da eilañ div bistolenn japanat Nambu en e garrdi, diwar unan prenet digant ur Marine e dibenn an Eil Brezel-bed. Ur wech divizet gant an daou zen produiñ o fistolenn damaotomatek .22 Long Rifle kentañ, Ruger a ouzhpennas enni tresoù al Luger P08 hag ar Colt Woodsman. Ganet e voe ar Ruger Standard, a reas berzh diouzhtu hag a roas lañs d'ar merk.
D'ar 16 a viz Du 1951 e varvas Sturm trumm. Ruger a chomas e-unan e penn an embregerezh. En enor Sturm e voe cheñchet e liv da erev logo ar merk, a zeuas da vezañ du, pa oa ruz betek neuze.
E 1964 e voe savet ar garabinenn damaotomatek Ruger 10/22, kambret e .22 LR. Berzh a reas ha produet e vez hiziv c'hoazh. 7 milion a skouerennoù anezhi a zo bet gwerzhet.[1] William B. Ruger a chomas e penn an embregerezh betek e varv e 2002. En holl e voe produet ouzhpenn 20 milion a armoù gant Sturm, Ruger & Co. etre 1949 ha 2004.
E miz Gwengolo 2020, an embregerezh a brenas Marlin Firearms digant ar Remington Outdoor Company.
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù ha karabinennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù-morailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hawkeye M77
- Gunsite Scout
- Model 77/22
- American Rifle
- American Rimfire
- Ruger Precision Rifle
- Ruger Precision Rimfire
Fuzuilhoù damaotomatek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Model 44 (bet produet)
- 10/22
- 10/17 (bet produet)
- SR-22
- Mini-14
- Mini Thirty
- XGI (ket produet, diorren ehanet)
- Police Carbine (bet produet)
- Ruger PC Carbine
- LC Carbine
- Deerfield Carbine (bet produet)[2]
- AR-556
- SR-556 (bet produet)
- SR-762 (bet produet)
- SFAR
Fuzuilhoù loc'henn-grogenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Model 96 (96/44, 96/22 ha 96/17 bet produet)
Fuzuilhoù da wintañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù un tenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- No. 1
- No. 3 (bet produet)
Fuzuilhoù-pomp
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gold Label (bet produet)
Pistolennoù-mindrailher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- AC-556 (bet produet)
- MP9 (bet produet)
Armoù-dorn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistolennoù gant munisionoù skoet en o c'hreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hawkeye (bet produet)
- P-Series (bet produet)
- SR-Series (bet produet)
- American Pistol
- Security-9
- Ruger MAX-9
- SR1911
- LCP
- LCP II
- LCP Max
- LC9
- LC380
- LC9s
- Ruger-5.7
Pistolennoù gant munisionoù skoet war o zro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Standard (MK I) (bet produet)
- MK II (bet produet)
- MK III / 22/45 (bet produet)
- MK IV
- SR22
- 22 Charger
Revolverioù daou-ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Security-Six/Service-Six/Speed-Six (bet produet)
- SP101
- GP100
- Redhawk
- Super Redhawk
- Super Redhawk Alaskan
- LCR
Revolverioù un-ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bearcat
- Single-Six
- Blackhawk
- Super Blackhawk
- Vaquero
- Wrangler
- Old Army (bet produet)
Levrlennadur ha liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) WILSON R. L., Ruger & his guns : an history of the man, the company, and their firearms, 1996
- (en) Lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 08/12/2024)