Spiritus asper
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Ar spiritus asper (diwar al latin “analañ garv”) pe dasy pneuma (diwar ar gresianeg δασύ) a zo anv ur sin diakritek implijet gant ar reizhskrivadur liestonel evit skrivañ ar henc'hresianeg. Ne vez ket implijet ken neuze hervez reolennoù ar sistem untonel rak aet eo da get ar son [h] diouzh ar gresianeg a-vremañ.
Lakaet e veze a-us pe da gleiz ur vogalenn evit merkañ ur vogalenn e penn-kentañ ur ger (pe eil vogalenn un diftongenn) distaget dre c'hwezhañ gant [h] en he raok.
Implijet e veze ivez gant al lizherenn |rho (ρ) a-wechoù.
Sañset e oa bet diorroet ar sin-mañ diwar implij un hanter eus al lizherenn eta (H) ├ implijet gant rannyezhoù gresianek zo evit ober diouzh ar son [h]. Abaoe an grennamzer e vez skrivet gant stumm ur c bihan:
- ἁ- ἑ- ἡ- ἱ- ὁ- ὑ- ὡ- ῥ-;
- Ἁ- Ἑ- Ἡ- Ἱ- Ὁ- Ὑ- Ὡ- Ῥ.
Implijet e veze ivez ar sin-mañ evit skrivañ henslavoneg an iliz gant al lizherenneg kirillek a-gozh evel-hen: ◌҅.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |