Mont d’an endalc’had

Soav

Eus Wikipedia

Soav a zo un danvez a c'haller ober pa lakaer druzoni pe lard da deuziñ, druzoni diwar deñved pe ejened peurvuiañ, diwar moc'h pe kezeg a-wechoù. Pa vez graet tammoù anezhañ e vez komzet eus soavennoù.

Implijet e vez an danvez krai-se

  • d'ober soavon
  • da lakaat war al lêr, ma vo dihedorr ha didreuzus d'an dour.
  • da lakaat e boued al loened,
    • boued al leueoù dreist-holl, da gemer lec'h al lodenn lipidek el laezh dinaturel a vez roet dezho, goude ma ne seblant ket yac'h (kleñved ar saout foll). Koulskoude n'eus bet kavet prouenn ebet da lavarout e oa dañjerus an doare-ober-se.
    • boued an evned e-pad ar goañv.
  • da geginañ, e Bro-Saoz dreist-holl,
    • d'ober pudding Nedeleg (Christmas pudding) e vez kemeret soav ejened,
    • d'ober fritez: fritez McDonald a oa graet en ur meskaj soav ejened ( 93% ) hag eoul diwar greun kotoñs (7%)
  • da lardañ koad, evel an treustoù ma vo lakaet kein ur vag da riklañ pa vo diskennet d'an dour evit ar wech kentañ.

Er Grennamzer e veze graet goulaouennoù soav, e-lec'h reoù koar, a oa re ger d'ar beorien.


Gwelout soavon.

Soav zo anv all ul loen-mor: soaved a vez graet ivez eus ar morgizhier.