Mont d’an endalc’had

Ski

Eus Wikipedia
Ur skiour

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ar ski a zo ur sport riklañ graet a-drugarez da daou riklerez hir ha skañv a-walc'h. Staget e vez anezhe doc'h an treid get botoù ispisial. Meur a stumm ski a zo. Ar re anavetañ eo an hini graet àr an erc'h, evel ar ski-diskenn, ar ski treuz bro, hag ar ski cross. Ski àr an dour a zo ivez.

Ar redi nes evit ober ski-diskenn pe ski da vale eo an erc'h a ranker kaout a-walc'h a erc'h evit riklañ, ha ne gaver an danvez-mañ e pep lec'h er bed. Ha ret eo da bep stasion kaout tra-walc'h a erc'h, evit gellout digor ar stasion, ur bignerezh mekanikel, evit pignat betek lein an tachennoù hag ur pezh kanol erc'h evit nompas bout just evit live ec'h e-pad ar mare ski. Gwechall e oa ar ski tansport boaz an dud e-pad ar gouiañv e broioù an Norzh evel Norvegia pe Finland, e Azia ar C'hreiz hag e Siberia. Implijet e veze evit mont d'ober ar marchad, mont da bourmen pe c'hoazh mont d'ar skol pe da labourat. Ar plankennoù ski a oa daou blankenn koad troc'het en ur c'hef. An dud a stage anezhe d'o zreid a-drugarez da div gordenn staget get dour-gwern (?) pe c'hoazh get ur sivienn houarn (?). Lakaat a raent o chaosonoù, o botoù-koad pe c'hoazh o botoù pemdez (?).

Ar ski-diskenn, pe ski an Alpoù, a vez graet en diarnaou hepken. 5 amprouenn a zo ennañ :

Ar ger slalom (slalam e norvegeg Morgedal) a zeu eus ar gerioù sla, a dalv « dorgenn un tamm àr ar c'hostez » ha lam, da lâret eo « goude bout bet heuliet ar ski ». Ar c'hentañ slalom a zo bet aozet e 1922 e Mürren. Ret eo d'ar skier bout a-raosk, fonnus ha ouesk. Evit en ober, ret eo d'ar skier tremen etre 40 ha 75 dorget 4 pe 15 metr etreze. An diforc'h uhelder etre penn-kentañ ar slalom a zo etre 180 metr ha 220 metr evit ar baotred, ha 200 metr evit ar merc'hed. E-pad an amprouenn ez eus div droad àr tachennoù disheñvel. An hini a gas an amzer wellañ get sammad an div droiad a zo trec'h àr ar re arall.

Ar slalom ramz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar slalom ramz a zo bet aozet ar wech kentañ e-pad ar Kampioned Bed ar ski-diskenn e 1950 e Aspen (Stadoù-Unanet). Mont a ra buanoc’h eget ar slalom, met n'eo ket ken teknikel. Pep dor a zo aroueziet get daou biked staget get ur banniel ruz pe glas, hag a ziskouez war beseurt tu emañ ret d’ar skier troiñ : ar re ruz a lak ar skier da droiñ d’an tu dehou, hag ar re c'hlas d’an tu kleiz. Evit ober kement-se eo ret d’ar skier bout resis-tre, kaout ur lusk mat ha kaout kalz a nerzh evit kregiñ e-barzh ar gornblegenn. 400 metr a ziforc’h uhelder zo etre penn an diarnaou evit ar merc’hed, ha 450 metr evit ar baotred. Hiroc’h eo eget ar slalom, ha muioc’h a spas zo etre an dorioù, ar pezh a ra gornblegoù brasoc’h evit ar slalom. Evit dilenn an hini trec’h àr ar re arall e vez graet div droiad, hag an hini get an amzer wellañ e fin an div droiad-se a ya ar maout getañ.

Ar slalom diriest ramz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet eo ivez ar Super G, a zo bet krouet e 1982 get Toni Sailer( teir gwech kampion olimpik austrichian e 1956), Serge Lang ha Peter Baumgartner( a bro Suis). Ar slalom-se a zo get an diarnaou unan hag an div amprou tizh. Ur meskaj eo etre an diarnaou hag ar slalom ramz, get muoc’h a deknik eget an diarnaou met get muioc’h a tizh eget ar slalom ramz. Ret eo d’ar lodeg bout resis get kalz a tizh evit cheñenniñ ar gammadennoù hir. N’eo ket ar gwir get ar lodeged da bleustriñ àr ar redadenn e-raok ar redadeg ofisiel, neuze ret eo dezhe bout koupabl da deskiñ an hent buan tre.

An diarnaou a zo bet krouet get Arnold Lunn e 1911 e Montana (Suis). An amprou ski kosañ eo hag anvet e vez hiriv an deiz “an amprou rouanezh” (la discipline reine). Ar skier a y ont betek 140km/h neuze ret eo dezhe kavout kalz a teknik hag kalz a kalon, peogwir an hent a zo hir ha leun a gornblegoù. Ar re-se a zo ledan, lammoù, moustradennoù ha linennoù hir a vaterializ an ergerzh. Ret eo d’ar skier tremenn meur a wech àr an redad e-raok ar redadeg a-gaost da dangerusted ar redad. Ledander an hent a zo d’an nebeutañ a 30m. Trec’h eo an hini ag en dues graet ar amzer gwellañ. Ma vez graet gete memes ur fazi kas a ra a lies kouezhadennoù grevus tre, gloazadennoùpe c’hoazh, met nebeut tre, ar marv. Ar riboul anavetañ e ski an Alpoù a zo hini ar Streif e Kitbühel(Austria). Ar skier a pign betek 140 pe 150 km/h, neuze lakaet e vez c’hoazh muioc’h a diogel. Lakaet e vez da skouer bachoù bras kennañ àr ar gwez ha roued e penn d’eben ag ar redad. Kroget e vez da labourat an ec’h 3 pe 4 deiz e-raok ar redadeg evit ma vefe lintrus ha skornet.

Ar c'houpled

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'houpled a zo bet aozet ar wech kentañ er c’hampionad bedel ski an Alpoù e 1932. Ar c’houbled a zo ur grogad a slalom hag ur grogad a diarnaou graet get ar lodegion e-barzh ar memes deiz. Sammad an daou amzer a ro plas ar lodegion. Evit en ober ret eo ar skier gouzout mont buan evit an diarnaou hag kaout kalz a teknik evit gellout ober ar slalom.

Ar ski da vale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ski da vale a zo aesoc’h da bleustrañ n’eus ket afer da gaout netra, nemet ec’h ha ma vefe paliset ar riboul. Daou doare ski da vale a zo, an hini koshañ, ar gas-digas, ha gar sketting. An hini kentañ a vez graet en ur heuliañ div dresad eeun en ur bountañ àr bep ski an eil àr lec’h egile( evel ma diskouezh an eil dresad). An eil doare, ar sketting anvet ivez pas du patineur a zo kentoc’h un doare riskladur. Kaset e vez ar ski gleiz en un tu e-raok kas an eil. Chomet e vez àr gempouez àr ur ski e-raok kas hor pouez àr ar ski arall. Possible o ober meur a gilometrajoù get ar ski da vale. Possubl eo da vale er c’hoajoù pe er plaenoù. Aesoc’h eo dakavout lec’hioù evit ar ski-se eget evit ski an Alpoù. N’eus ket ezhomm a bignerezh nag a pezh kanol doc’h c’hontrol da ski an Alpoù. Ar skioù a zo kalz skañvoc’h eget ar re evit ski an Alpoù hag ar botoù n’in t ket driest heñvel. Stage tint get ar ski nemet get beg ar botez evit ma c’hellfe en em sevel pa vez kerzet get an doare gas-digas.

E ski da vale ivez ez eus meur a genskrivadeg. Ar Biathlon hag ar goupled warlaezioù a zo an div amprou ispisial. Met be zo ivez ar masstart pe an eiladur ag a zo boutinoc’h.

Pennad pennañ : Biatlon

Ar biatlon (e latin bi:”daou” ha gresianeg : « emgann ») a zo ar meskaj etre ar ski da vale hag ar garabinenn. Be zo etre 10( ar mec’hed yaouank) ha 20km(paotred a micher) a ski ha 2 abadenn ten, unan astennet hag unan àr-sav. Ar sibl a zo e 50m ag ar dachenn dennañ evit ar genskrivadegoù bras.

Ar c'houpled warlaezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'houpled warlaezioù a zo ivez ur meskaj a daou amprou disheñvel. Graet e vez lamm e ski hag ski da vale. Graet e vez daou lamm get pep lodeg dre ar plankenn da lammat. N’o dues ket ar memes ski. Ar re-s a zo hir kennañ ha gwevn. Evit ma c’hellfen mont pell tre. Laret e vez ag anezhe emaint o nijal. Ret eo dezhe mont ar pellañ possubl. Mont a reont a lies betek 120m met an hini gwellañ a zo bet a 229m get ur norvejian. Goude an amprouenn-se an hini aet pelloc’h eget ar re arall a y a kuit an hini kentañ get amzer àr ar re arall. Da skouer ma ya an eil loged da 1 metrad ag an hini kentan eñ en d’o 1segondenn dale àr e diagenter.

Ski ar figurioù dieub

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ski ar figurioù dieub a zo bet krouet e fin ar bloavezhioù 1990. Ur meskaj etre ar ski a tort, an hanter-tuellenn hag ar lamm gwevn. Pal ski ar figurioù dieub a zo ober ar muiañ a figur e-barzh un hanter tualenn a ec’h pe a metal depand a ra an isframmadur. Be zo ivez leun a isframmadur disheñvel evel ar Big-air, an Hip, ar Step-up, an Half-pipe, ar Barrenn slide, ar Waterslide, ar Box, ar Wal, ar Rouad Gap hag ar C’haktus. An hini ag a samm ar muiañ a poentoù get an nebeut a lamm a reont a zo trec’h àr e enebour. Pign a reont a lies betek 5m a-zioc’h an isfammadur.

Ar ski en diavaez ag ar riboul

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ski en diavaez ag ar riboul a zo dizaliet get meteo Bro-C’hall, paotr ar riboulloù hag an heñchourien, peogwir be zo riskloù a diruilhad. E pad ar gouiañv 2008 hag 2009 ez eus bet 10 672 hanterourañs get 10 450 den glouazet, 7 dean lazhet hag 217 hep kudenn. Hag e-barzh tout an hanterourañs-se n’eus ket bet hini ebet àr ar riboul. Graet vez memes tra muioc’h muiañ er bed a bezh e-barzh ar poultrerezh. Memes ar gid a c'hell kouezañ en un doull don tre. E 2008 marv eo Katrine Ruby en ur kouezhañ e-barzh ur skaalfenn pa oa he o tiskouezh ar gwelledva da douristed memes mard oa he gid menezioù uhel.