Sirmium
Neuz
Sirmium (e serbeg : Сирмијум ; el lizherenneg latin : Sirmijum), hiriv Sremska Mitrovica e proviñs Voivodina, e Serbia, zo bet ur gêr bouezus en Impalaeriezh roman ; kêr-benn Pannonia e oa, ha Pannonia Secunda goude, war ar stêr Sava.
Krouet e voe gant ar Gelted en IIIvet kantved kent JK. Aloubet e voe gant ar Romaned er Iañ kantved kent JK.
Kêr-benn ekonomikel proviñs Pannonia e oa hag unan eus peder c'hêr-benn an Impalaeriezh roman en amzer an Detrarkiezh.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sirmium ː an anv a dalv kement ha « red an dour», pe « an douar gleb », abalamour d'ar stêr Sava (e latin : Savum); an anv zo aet da Sirmich e alamaneg, ha da Sremska e serbeg.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aorelian, Probus, ha Gratian a oa ginidik eus Sirmium. Claudius II ha Marcus Aurelius a zo marv aze.
- 19 Genver 379 ː savet eo Theodosius da impalaer ar Reter gant Gratianus[1] e Sirmium
- diskar-amzer 379 ː kejañ a ra Gratianus ha Theodosius e Sirmium, ha lezel a reont Dakia ha Makedonia da vont gant ar varbared[1].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marcus Aurelius, impalaer roman (161-180) ; e oa staliet e Sirmium e-kerzh ergerzhadennoù Pannonia 170-180 ;
- Maximinus Iañ an Thrak, impalaer roman (235-238), en eus renet an impalaeriezh eus Sirmium ;
- Ingenuus, impalaer roman (260), en em savet da impalaer e Sirmium ;
- Regalianus, impalaer roman (260), en em savet da impalaer e Sirmium ;
- Galerius, impalaer roman (305-311), en deus renet hag e oa caesar da vare ar pederveliezh, diouzh e di e Sirmium (293-296) ;
- Crispus, Caesar an impalaer roman ; en em savet da caesar e Sirmium en 317 ;
- Constantinus II, impalaer roman; da gentañ Caesar; savet da august = impalaer e Sirmium in 317 ;
- Vetranio, impalaer roman; en em savet e Sirmium e 350 ;
- Theodosius Iañ, impalaer roman (378-395) ; savet da impalaer gant Gratianus e Sirmium
- Valerius Licinius, prefed Pannonia, staliet e Sirmium (308-314) ;
- Apricanus, prefed Pannonia Secunda, staliet e Sirmium (355) ;
- Mesala, prefed Pannonia Secunda (373) ;
- Petronius Probus, prefed Sirmium (374) ;
- Aurelius Victor, prefed Pannonia Secunda (361); en eus savet un istor Roma betek Juluan ar Renavi.
- Leontius, prefed Sirmium (426).
Tud bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aurelianus, impalaer roman
- Probus, impalaer roman
- Flavius Gratianus, impalaer roman
Tud marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994