Mont d’an endalc’had

Sic

Eus Wikipedia

Sic zo ur ger latin hag a dalv "evel-se". Anezhañ e vefe deuet, hervez yezhourien zo, ar gerioù spagnolek ha gallek si.

Penaos e reer gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri doare a c'haller gwelout en e implij:

  • Peurvuiañ e vez implijet etre krommelloù evit menegiñ komzoù pe skridoù unan bennak, da lavarout eo e c'herioù resis en-eeun a zo meneget, ha n'eus bet lakaet kemm ebet enne.
  • Talvout a ra kement-se alies da ziskouez n'eus ket da reizhañ tra er frazenn meneget, ha pa vije kavet si pe fazi enni, peogwir eo ur meneg resis ha feal a venner ober, hag er skrid orin eo edo ar si pe ar fazi, ha n'eo ket gant an hini en meneg.
  • A-wechoù e vez implijet a-benn-kaer da sachañ evezh war ar si pe ar fazi zo er skrid meneget, kement ha diskouez pegen gwan e kaver arguzennoù un den.

E lavaroù latin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Met kavet e vez ar ger e troiennoù latin, brudet ivez, ma talvez kement hag evel-se, ha netra ken. Sed amañ un nebeudig skouerioù :

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]