Saludos Amigos
Neuz
Saludos Amigos (Salud deoc'h, mignoned) a zo ur film krenn saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Norman Ferguson (1902-1957).
C'hwec'hvet film bevaat ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Bambi (e miz Eost 1942) hag a-raok The Three Caballeros (e miz Kerzu 1944).
Rannet eo etre pevar film berr :
- Lake Titicaca (Donald Duck o weladenniñ al lenn Titicaca),
- Pedro (anv ur c'harr-nij bihan),
- El Gaucho Goofy (Goofy o klask mont da c'hgaucho),
- Aquarela do Brasil[1] (José Carioca ha Donald Duck e Meurlarjez Rio).
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Tresadennoù-bev, liv,
- Skoazellerien-sevener : Wilfred Jackson (1906-1988), Jack Kinney (1909-1992), Ham Luske (1903-1968) ha Bill Roberts (1899-1974),
- Senario : William Cottrell, Ted Sears, Webb Smith (ha Homer Brightman, Joe Grant, Dick Huemer, Harry Reeves, Roy Williams, Ralph Wright),
- Kevredad produiñ : Walt Disney Productions,
- Kevredad dasparzhañ : RKO Radio Pictures,
- Sonerezh : Ed Plumb (1907-1958) ha Paul Smith (1906-1985),
- Deiziad dont e-maez : 24 a viz Eost 1942[2] e Rio de Janeiro[3] hag e Brazil a-bezh, a-raok bezañ kinniget d'an arvesterien e Stadoù-Unanet Amerika d'ar 6 a viz C'hwevrer 1943,
- Pad : 42'.
Listenn an aktourien o devoa prestet o mouezhioù da dudennoù ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fred Shields : an daneveller,
- José Oliveira : José Carioca,
- Pinto Colvig : Goofy,
- Walt Disney : e-unan,
- Clarence Nash : Donald Duck,
- Frank Thomas.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Titl ur ganaouenn vrazilian gant Ary Barroso (1903-1964).
- ↑ (en) Saludos Amigos war Internet Movie Database.
- ↑ Kentaenn.