Sae
Louise de Broglie, Comtesse d'Haussonville Ingres (1845) Livet pizh eo sae ar gontez. |
Sae du hir. |
Ur sae zo ur pezh dilhad gwisket gant ar merc'hed, hag a dap eus an divskoaz betek an daouufern, pe izeloc'h, pa vez hir, ha betek an daoulin, pe uheloc'h, pa vez berroc'h.
A-wechoù koulskoude e vez saeoù ha ne dapont ket adalek an divgazel. Evit diskouez ar bruched int graet.
Ar milginoù a c'hall bout hir pe verr, met gallout a ra ur sae bout divilgin ivez. Lod saeoù a zo digor a-walc'h war ar c'hrubuilh evit damziskouez an divvronn ; lod all c'hoazh zo digor war ar c'hostez evit diskouez an divhar.
Bravoc'h e kaver ar saeoù eget ar brozhioù peurvuiañ. Liesliv e vezont aliesoc'h, ha stummoù a bep seurt a vez dezho. C'heuc'hoc'h int ivez : pa'z eer d'un eured pe d'ur fest a bouez pe divoas e vo gwisket saeoù kentoc'h eget brozhioù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saeoù kaer a blij d'ar binvidien gwiskañ, ha diskouez o finvidigezh ganto. Gwechall e veze gwriet perlez ha bravigoù war ar saeoù kaerañ, broderezh ha dantelezh outo, hag a-wechoù neud arc'hant pe aour.
Saeoù kaer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Eleonora di Toledo, XVIvet kantved
-
Ar rouanez c'hall Marie-Antoinette, saeet hir, dispak he c'hrubuilh, XVIIIvet kantved.
-
Sae korollerez, 1917
-
Alice Joyce en ur sae flapper e 1926.
-
Ur sae-eured e 1929
-
Monica Bellucci o tougen ur sae a dap betek he divgazel.
-
Gisèle Bündchen en ur sae divilgin, digor-frank war ar c'hostez.
-
Saeoù hir a bep liv
-
Sae-eured, 2007