SOHR
Tachenn obererezhioù | international activities |
---|---|
Deiziad krouiñ | 2006 |
Anv ofisiel | Syrian Observatory for Human Rights |
Anv er yezh a orin | المرصد السوري لحقوق الإنسان, Syrian Observatory for Human Rights |
Anv berr | SOHR |
Merour/rener | Rami Abdurrahman |
Yezh ofisiel | arabeg, saozneg |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Sez sokial | Coventry |
Lec'hienn ofisiel | http://www.syriahr.com/ |
Ar Syrian Observatory for Human Rights berraet en SOHR (arabeg: المرصد السوري لحقوق الإنسان, brezhoneg: Arsellva sirian gwirioù mab-den), krouet e Mae 2006, zo ur strollad diazezet er Rouantelezh-Unanet a glask dielfennañ an torfedoù a-enep gwirioù Mab-den e Siria. Abaoe ar bloavezh 2011 eo bet dreist-holl o labourat war Brezel diabarzh Siria. Alies eo bet meneget evel mammenn gant ar mediaioù bras abaoe deroù ar brezel diabarzh. Klask a ra kaout ur gont eus an niver a dud lazhet bemdez er brezel e kement tu a zo er stourm. Derc'hel a ra, ar spisañ posubl, ar gont eus an niver a drevourien lazhet, evel ar re lazhetet gant ar bombezadegoù pe implij armoù difennet. An SOHR zo bet kavet abeg ennañ gant lod, evel un aozadur "tuet gant an enebadur" hag a-enep Assad, met en desped d'an dra-se e tiskuilh ingal an torfedoù brezel graet gant an holl gostezennoù er brezel.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel