Mont d’an endalc’had

Rammstein (strollad)

Eus Wikipedia

Rammstein zo ur strollad sonerezh alaman metal eus an Neue Deutsche Härte savet e Berlin e 1994. Ar strollad zo ennañ Till Lindemann evit ar c'han, ar gitarour Richard Kruspe, an eil gitarour Paul Landers, ar c'hoarier gitar-boud Oliver Riedel, an tabouliner Christoph Schneider, hag ar soner sintetizor Christian "Flake" Lorenz. A-raok ma voe savet ar strollad, an izili a oa liammet ouzh al leurenn punk rock hag ar strolladoù Feeling B ha First Arsch.