Mont d’an endalc’had

Priz Abel

Eus Wikipedia

Ar priz Abel a zo ur gopr roet bep bloaz d'ur matematikour gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri.

Penn kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2001, da lidañ daou c'hant vloaz ganedigezh ar matematikour Norvegian Niels Henrik Abel (1802), e tivizas gouarnamant Norvegia krouiñ ur priz nevez evit ar vatematikourien. Pal ar priz-se a zo talañ ouzh ar mank a briz Nobel e matematik. Medalenn Fields a vez lakaet da gevatal alies, met ar priz-mañ ne vez ket roet bep bloaz ha n'eo graet nemet evit matematikourien en tu-mañ da 40 vloaz.

Ar priz a vez roet gant Akademiezh Norvegia ar skiantoù hag al lizhiri. Pemp matematikour etrevroadel a vez er bodad titlañ. Roet e vez ar priz gant Roue Norvegia e miz Meurzh, talvezout a ra 6 milion a gurunennoù, e-tro 730 000 euro. Norvegia he deus roet 200 milion a gurunennoù da bourvez ziazez (e-tro 25 milion a euroioù).

Listenn al loreidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]