Pilhon (korfadurezh)
Neuz
Ar pilhon, pe pilhotennoù, eo ar c'hroc'henennoù a c'holo ar reizhiad nervel kreiz. Tri gwiskad a zo anezhe : ar bilhonenn dev, ar bilhonenn gevnidek hag ar bilhonenn danav. O roll pennañ, asambles gant al liñvenn empenn-mel, eo gwareziñ ar reizhiad nervel kreiz.
Korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar bilhonenn dev (dura mater) : an hini dostañ ouzh ar c'hlopenn pe ouzh al livenn-gein eo. Gwazhied zo enni.
- ar bilhonenn gevnidek (arachnoidea) : ar gwiskad e-kreiz eo. Dont a ra hec'h anv eus he stumm a denn d'ur gwiad kevnid.
- ar bilhonenn danav (pia mater) : stag eo ouzh gorre an empenn pe hini ar mel-livenn. Gwazhiennigoù zo enni
Etre ar bilhonenn gevnidek hag ar bilhonenn danav (kavenn edan-gevnidek) emañ al liñvenn empenn-mel.
Kleñved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pilhon a c'hell bezañ kontammet gant bakteri, viruzoù, pe mikroorganegoù all. Tanijenn an empenn (pe tanijenn ar mel-livenn) a vez graet eus ar c'hleñved-mañ. Grevus-meurbet e c'hell bezañ dre m'emañ an danijenn tost-mat ouzh an empenn pe ouzh ar mel-livenn.