Mont d’an endalc’had

Narges Mohammadi

Eus Wikipedia
Narges Mohammadi
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPahlavi Iran, Iran Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denنرگس محمدی Kemmañ
Anv-bihanNargess Kemmañ
Anv-familhMohammadi Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Ebr 1972 Kemmañ
Lec'h ganedigezhZanjan Kemmañ
PriedTaghi Rahmani Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetperseg, azereg Kemmañ
Micherhuman rights activist, kazetenner Kemmañ
ImplijerDefenders of Human Rights Center Kemmañ
Bet war ar studi eImam Khomeini International University Kemmañ
RelijionTwelver Shiism Kemmañ

Narges Safia Mohammadi (farsi : نرگس صفیه محمدی), bet ganet d'an 21 a viz Ebrel 1972 e Zanjan, en Iran[1] zo ur fizikourez, ur gazetennerez hag ur stourmerez evit gwirioù mab-den ; beskadoriadez an aozadur gwirioù mab-den iranat Defenders of Human Rights Center (DHRC) e Tehran eo, ar gadoriadez o vezañ Shirin Ebadi (*1947), Priz Nobel ar Peoc'h e 2003.

E miz Here 2023 e voe deroet ar priz-se da Narges Safia Mohammadi d'he zro « abalamour d'he stourm enep mac'homerezh ar maouezed en Iran ha d'he stourm evit kas war-raok gwirioù mab-den ha frankiz an holl dud »[2].

Narges S. Mohammadi a voe ganet e Zanjan, kêr-benn ar broviñs heñvelanvet e gwalarn Iran nepell diouzh Mor Kaspia, ha desavet e Qorveh (proviñs Kurdistan), Karaj (proviñs Alborz) hag Osnavieh (proviñs Azerbaidjan ar C'hornôg)[3]. Goude he studi e Skol-veur Etrebroadel Imam Khomeini e Qazvin (proviñs Qazvin), ma voe diplomet e fizik, ec'h eas da ijinourez.

P'edo gant he studi e skrivas meur a bennad e kazetenn ar studierien ma save a-du gant gwirioù ar maouezed ; div wech e voe harzet e-kerzh bodadegoù politikiel studierien eus ar strollad Tashakkol Daaneshjuyi Roshangaraan ("Strollad ar Studierien Sklêrijennet")[1]. Kenderc'hel gant ar c'hazetennerezh a eure e meur a gazetenn gempennelour, en ur stourm evit gwirioù ar maouezed, ar gwir da vanifestiñ ha torridigezh kastiz ar marv. Un dastumad eus he skridoù a voe embannet en ul levr e farsi hepken, Ar adreizhadurioù, ar vellouriezh hag ar c'haderezh[4].

Er bloaz 1999 e timezas gant ar c'hazetenner Taghi Rahmani (*1959), a voe harzet nebeut goude[1]

E 2003, oadet a 31 bloaz, ec'h emezelas e DHRC bet diazezet e 2001 ha renet gant Shirin Ebadi, a voe Priz Nobel ar Peoc'h er bloaz-se end-eeun ; e 2011 e voe beskadoriadez an aozadur[5].

He fried T. Rahmani a zilojas da Vro-C'hall e 2012 goude bet en toull-balc'h e-pad 14 vloaz ; en Iran e chomas Narges Mohammadi gant o daou vugel[5].

Harzidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Toull-bac'h Evin
  • 1998 : harzet e voe N. Mohammadi, 26 vloaz, goude m'he devoa kavet abeg e gouarnamant Iran, ha bac'het e voe e-pad bloaz e toull-bac'h Evin e Tehran.
  • 2010 : e miz Ebrel e voe kaset dirak al Lez-varn Islamek Dispac'hel abalamour ma oa ezel eus DHRC ; en eskemm ouzh 50 000 dollar e voe lezet en he frankiz, met harzet e voe a-nevez un nebeud devezhioù war-lerc'h ha toullbac'het. P'edo er vac'h e krogas da glañvaat, gounezet ma oa gant an droukfell ; goude ur mizvezh e voe aotreet da vont d'un ospital.
  • 2011 : prosez a voe graet dezhi arre e miz Gouere, dre an abeg ma « rae a-enep surentez ar vro, ma oa ezel eus DHRC, ha ma skigne bruderezh a-enep ar renad » ; kondaonet e voe da dremen 11 bloavezh er vac'h. E miz Meurzh 2012 e voe krennet ar varn da 6 bloavezh gant ul lez engalv ; e miz Ebrel e voe harzet ha bac'het en-dro. Huchadeg a savas a-berzh gant Amnesty International[6], Reporters sans frontières[7], alvokaded er bed a-bezh[8] hag ar British Foreign Office[9]. D'an 31 a viz Gouere e voe divac'het Narges Mohammadi.
  • 2014 : goude ur brezegenn dirak bez Sattar Beheshti (1977-2012), a oa marvet diwar jahinerezh e bac'h Tehran, e voe engalvet N. Mohammadi gant lez-varn toull-bac'h Evin hep ma vefe resisaet perak[10].
  • 2015 : harzet e voe adarre ha kondaonet da 10 bloavezh toull-bac'h en abeg d'he oberiantez evit paouez gant kastiz ar marv, da 5 bloavezh en abeg m'he devije aozet bodadegoù enep surentez ar vro, da 1 bloavezh evit bezañ bet o skignañ bruderezh enep ar renad dre atersadennoù gant media etrebroadel hag un emgav gant Catherine Ashton eus Kengor Europa[11] — 16 bloavezh en holl.
  • 2019 : e miz Genver e voulc'has ur yun-enebiñ en Evin, a-gevret gant an Iranadez-Breiveuriadez Nazanin Zaghari-Ratcliffe, abalamour ma oa bet nac'het outo gwelet ur mezeg[12].
  • 2020 : e miz Gouere, en toull-bac'h, e tiskouezas N. Mohammadi azonoù COVID-19, a yeas da get e miz Eost. D'an 8 a viz Here e voe divac'het, hep abeg sklaer ebet[13],[14].
  • 2021 : en ur video embannet e miz C'hwevrer e tiskulias penaos e oa bet engalvet div wech gant ul lez-varn e miz Kerzu 2020 en abeg d'un afer a oa bet digoret p'edo bac'het ; nac'h a reas mont, hag embann a eure e nac'hfe kement barn a vefe douget. Er video e tiskulias penaos hi ha maouezed all a oa bet gwallgaset ha harellet ent-revel er vac'h ; disklêriañ a reas ivez n'he devoa bet respont ebet digant ar pennadurezhioù goude savet klemm e miz Kerzu abalamour d'ar fedoù-se. En abeg d'ur sit-in a oa bet aozet gant prizoniadezed politikel en Evin goude muntroù ha harzidigezhioù manifesterien e miz Du 2019 e oa engalvet[15].
D'ar 16 a viz Du 2021 e voe harzet e Karaj p'edo oc'h enoriñ Ebrahim Ketabdar, a oa bet lazhet gant poliserien e-kerzh ar manifestadegoù a oa bet er vro a-bezh e miz Du 2019. Kondaonet e voe N. Mohammadi da 80 taol skourjez ha 30 mizvezh en toull-bac'h[16].
  • 2022 : e miz Kerzu e voe manifestadegoù bras a-c'houde marv Masha Amini en Evin d'ar 16 a viz Gwengolo — ar vaouez, oadet a 22 vloaz, a oa bet harzet gant "polis ar vuhezegezh" ar gouarnamant en arbenn ma touge he hijab en un doare "dizereat". Narges Mohammedi, bac'het bepred, a ziskulias adarre ar gwallgaserezh hag an harellerezh en Evin en un danevell hag a voe skignet gant ar BBC[17]. Miz goude, e 2023, e lakaas embann un danevell a-zivout stad ar maouezed en Evin, a-gevret gant ul listennad 58 prizoniadez a oa bet jahinet pa oant bet aterset[18] ; 57 anezho o devoa tremenet 8 350 devezh en holl en digenvez[19], ha 56 anezho a oa bet kondaonet da 275 bloavezh bac'h en holl[20].

A-glev d'an holl he deus Narges Mohammadi savet he mouezh a-enep ar c'helloù digenveziñ en toulloù-bac'h ; jahinerezh gwenn a ra anezho el levr a skrivas p'edo-hi en digenvez en Evin[21].

  • 2009 : Alexander Langer Award[22],[23].
  • 2011 : Per Anger Prize, deroet gant gouarnamant Sveden[24].
  • 2016 : Weimar Human Rights Award[25].
  • 2018 : Andrei Sakharov Prize, deroet gant an American Physical Society (APS)[26].
  • 2022 : Ar BBC a lakaas N. Mohammadi da unan eus ar 100 maouez awenusañ ha levezonusañ a zo er bed[27].
  • 2023 : Olof Palme Prize, a-gevret gant an Ukrainadez Marta Chumalo hag an Durkez Eren Keskin[28]PEN/Barbey Freedom to Write Award[29]UNESCO/Guillermo Cano World Press Freedom Prize, a-gevret gant an Iranadezed Elaheh Mohammadi ha Niloofar Hamedi[30] • Priz Nobel ar Peoc'h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) Sahimi, Muhammad. Nationalist, Religious, and Resolute: Narges Mohammadi Frontline, 10/05/2012. Kavet : 07/10/2023.
  2. (en) Lec'hienn ofisiel ar Prizioù Nobel. Kavet : 07/10/2023.
  3. (en) 'Iranian human rights activist Narges Mohammadi gets Nobel Peace Prize @ Sawt Beirut Internationel. Kavet : 07/10/2023.
  4. (en) Mitra, Anwesha. Who is Narges Mohammadi? 10 things to know about jailed Iranian Nobel Peace Prize 2023 winner. Mint, 07/10/2023. Kavet : 07/10/2023.
  5. 5,0 ha5,1 (en) The Guardian, 26/04/2012. Kavet : 07/10/2023.
  6. (en) Amnesty International, 30/04/2011. Kavet : 07/10/2023.
  7. (en) Reporters Without Borders, 10/07/2011. Kavet : 07/10/2023.
  8. (en) 'International Lawmakers Call on Iran to Release Narges Mohammadi, 26/07/2011. Kavet : 07/10/2023.
  9. (en) The Guardian, 28/09/2011. Kavet : 07/10/2023.
  10. (en) 'Judicial Harassment of Human Rights Activist Narges Mohammadi @ Gulf Centre for Human Rights, 14/11/2014. Kavet : 07/10/2023.
  11. (en) 'Iran Human Rights Defenders Report, 2020. Kavet : 07/10/2023.
  12. (en) 'Zaghari-Ratcliffe to go on hunger strike in Iranian jail, The Irish Times, 03/01/2020. Kavet : 07/10/2023.
  13. (en) 'Iran frees activist, cuts her sentence, Deutsche Welle, 08/10/2020. Kavet : 07/10/2023.
  14. (en) 'Iran frees prominent rights activist, news agency reports, Reuters, 08/10/2020. Kavet : 07/10/2023.
  15. (en) 'Annual report on the death penalty in Iran 2020, Iran Human Rights, 2021. Kavet : 07/10/2023.
  16. (en) 'Prominent Rights Activist To Receive Lashes, Serve Time After Her Arrest, Iran International, 17/11/2021. Kavet : 07/10/2023.
  17. (en) 'Iran protests: Activist Narges Mohammadi details 'abuse' of detained women, BBC, 24/12/2022. Kavet : 07/10/2023.
  18. (en) 'Jailed Rights Activists Recounts Ordeal Of Women In Evin Prison, Iran International, 09/02/2023. Kavet : 07/10/2023.
  19. (en) 'Released Female Detainees Chant Anti-Regime Slogans In Front Of Evin Prison, Iran International, 20/01/2023. Kavet : 07/10/2023.
  20. (en) Iran Protests. Kavet : 07/10/2023.
  21. (en) Mohammadi, Narges. White Torture – Interviews with Iranian Women Prisoners. London : OneWorld Publications, 2022 (ISBN 9780861545506)
  22. Ur stourmer italian evit ar peoc'h e voe Alexander Langer (1946]-1995).
  23. (en) Fundazione Alexander Langer, 18/06/2009. Kavet : 07/10/2023.
  24. (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 07/10/2023.
  25. (en) National Council of Resistance of Iran, 11/12/2016. Kavet : 07/10/2023.
  26. (en) APS. Kavet : 07/10/2023.
  27. (en) BBC, 06/12/2022. Kavet : 07/10/2023.
  28. (sv) Olof Palme Minnesfond, 09/01/2023. Kavet : 07/10/2023.
  29. (en) Pen America. Kavet : 07/10/2023.
  30. (en) UNESCO, 04/05/2023. Kavet : 07/10/2023.