Michele Gordigiani
Neuz
Michele Gordigiani, bet ganet e Firenze d'an 29 a viz Mae 1835 hag aet da Anaon er memes kêr d'ar 7 a viz Here 1909, a oa ul livour italian, mab d'ur soner ha mab-bihan d'ar gitarour brudet Mauro Giuliani.
E Firenze eo e teskas ar vicher gant Luigi Mussini, war un dro gant Silvestro Lega.
En-dro d'ar Piazza Donatello e Firenze e oa stalioù-labour evit an arzourien, hag eno edo hini Michele Gordigiani, a dresas Elizabeth Barrett Browning ha Robert Browning. Hiriv emañ an oberennoù en National Portrait Gallery e Londrez (Bro-Saoz).