Mary Henrietta Kingsley
Mary Henrietta Kingsley, bet ganet d'an 13 a viz Here 1862 en Islington, Londrez (Bro-Saoz) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Even 1900 e Simon's Town (Suafrika), a oa un ergerzhourez hag ur skrivagnerez saoznek. Ar vaouez kentañ e voe o pignat gant Menez Kameroun e Kameroun, ar menez uhelañ en Afrika ar C'hreiz. Ur skrivagnerez levezonus e voe. Sikouret he doa da cheñch an doare europat da welout Afrika hag an Afrikaned.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mary Kingsley a voe ganet e 1862 da Georges Kingsley (1826-1892), ur mezeg, ur skrivagner hag ur beajour, ha Mary Bailey (? - 1892), ur vatezh. Mary ne oa ket aotreet da vont d'ar skol (ar pezh ne oa ket gwir evit he breur) hag a oa bet desavet er gêr. Deskiñ a reas a-drugarez da levraoueg he zad. Ober a reas war-dro he zud betek o marv e 1892.
Dres d'ar poent-se e tivizas dizoleiñ Afrika evit echuiñ ul levr d'he zad diwar-benn ar sevenadur afrikan. E 1893 e veajas etre Angola ha Sierra Leone. Ergerzhout a reas ar janglenn ha treuziñ geunioù ma nere ar c'hrokodiled. Ne veze ket gwelet alies ur vaouez o veajiñ en he-unan hep ur paotr en he c'hichen. Souezhus e oa d'ar mare-se.
Etre miz Du 1894 ha miz Here 1895 e reas un eil beaj en Afrika en he-unan c'hoazh, hep teltenn. C'hoant he doa Mary d'en em gavout gant ar bobl Fang a veze sellet outo evel "debrerien-dud". Degemeret mat e voe ganto. Bevañ a reas ganto ha deskiñ o c'hustumoù evel penaos fardañ naered. War ar stêr-veur Ogooué e Gabon e vageas gant ur c'hanoe. Dizoleiñ a reas pesked nevez. Tri anezho zo bet anvet diouzh he anv, evel Ctenopoma kingsleyae. Pignat a reas gant Menez Kameroun dre un hent na oa ket anavezet betek-henn gant Europiz.
E miz Kerzu 1895 e tistroas da Vro-Saoz hag e teuas da vezañ brudet. E-pad tri bloaz e roas prezegennoù e pep lec'h er vro.
Da Afrika e tistroas un trede gwech evel klañvdiourez e-pad Eil Brezel ar Voeren e Suafrika (1889–1902). Met an tifoid a dapas ha mervel a reas e 1900. Taolet e voe he charke er mor a-vaez da aodoù Afrika hervez he youl.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Deborah Kespert : Aventuriers de l'extrême, Fleurus, 2014 (ISBN 978-2-2151-5452-5)