Mont d’an endalc’had

Marc'h-houarn

Eus Wikipedia
Daou varc'h-houarn, unan evit ar baotred hag unan evit ar merc'hed.

Ar marc'h-houarn (pe marc'hig-houarn[1], pe bisiklet[2], pe belo[3]) zo un ardivink, anezhañ ur framm dir pe garbon ha divrod outañ peurvuiañ (met un ardivink unrodek, teirrodek, pe bederrodek e c'hall bezañ ivez a-wechoù), a vez kaset war-raok dre nerzh an den a zo warnañ hag a bouez gant e dreid war troadikelloù da lakaat ar rodoù da dreiñ.
Dre fent e vez lavaret "marc'h-gaol" ha "marc'h-treut" a-wechoù.

A bep seurt marc'hoù-houarn a zo, ha marc'hhouarnerezh a reer eus ar mont war varc'h-houarn, a zo un doare da emzezougen, hag ur sport ivez gant redadegoù.


E deroù an XIXvet kantved ez eo deuet an ardivink war wel en Europa. N'eo ket en 1790 na gant Mede de Sivrac (un den ganet e faltazi ur c'hazetenner broadelour gall) e voe ijinet ar c'hentañ marc'h-houarn, hogen gant un Alaman.

E 1817 e voe ijinet, gant an ijinour Karl Drais (1785-1851), ur mekanik koad, div rod dezhañ, hag ac'h ae en-dro gant an treid un den.
Abaoe dibenn an XIXvet kantved ez a en-dro gant ur chadenn ha troadikelloù.

Dre voaz ez a un den ordinal etre 16 ha 32 km an eur. Gant ur marc'h-houarn reder ez aio ur reder gourdonet-mat betek 50 km an eur war ar plaen, e-pad un herrad berr. Ar buanañ a zo bet gwelet war ar plaen a zo bet gant Sam Whittingham e 2008, en deus graet 132,5 km an eur war ur marc'h-houarn aerodinamek, ur rekord bedel.

Teir pe beder gwech buanoc'h eget war droad ez eer war varc'h-houarn.

Dre ma ra droug d'ar yec'hed chom hep fiñval e ra vad bale war varc'h-houarn, daoust ma n'eo ket kenkoulz ha kerzhout, a vez lavaret alies. N'eo ket ken start ha redek, ha vad a ra d'ar galon. Erbedet eo gant an OMS ha Komision Europa evit stourm ouzh ar rebouez. En Izelvroioù eo ul labourer diwar dri hag a ya bemdez d'e zevezh war varc'h-houarn, hag ar re-se ne vezont ket klañv ken alies hag ar re all.

Ouzhpenn-se n'eo ket ur benveg dañjerus evel ar c'harr-tan.

Nebeut a energiezh a ya da ober ur marc'h-houarn, e-skoaz ur c'harr-tan, nebeutoc'h c'hoazh a vez devet ouzh e implij (dister a-walc'h eo ar "roud ekologel" laosket gantañ, evel a vez lavaret), nebeut a lec'h a ya gantañ.

  1. Geriadur Vallée, pajenn 66.
  2. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, F. Favereau, p. 70 (eus ar ger gallek bicyclette).
  3. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, F. Favereau, p. 61 (eus ar ger gallek vélocipède).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un draiser, graet e koad, war-dro 1820.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.