Makarov (pistolenn)
Pistolenn Makarov | |
---|---|
Ur bistolenn Makarov gant he c'hartouchennoù | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 9 × 18 mm Makarov |
Mare-produiñ | Abaoe 1949 |
Mare implij | Abaoe 1951 en Arme ruz hag e arme Rusia |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,660 kg |
Hirder | 160 mm |
Hirder ar c'hanol | 91 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Hed-tenn efedus | 20-30 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 315 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar bistolenn Makarov, anvet ivez PM (rusianeg : Пистолет Макарова, Pistolet Makarova) zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ha daou-ober krouet e 1948 en URSS evit pourveziañ an Arme Ruz. Awenet eo gant ar pistolennoù Walther PP ha Walther PPK. Kambret eo evit ar munisionoù 9 × 18 mm Makarov ha mont a ra en-dro gant ur sistem argil berr. Un arm bihan eo, ha fiziaploc'h evit an Tokarev TT 33 implijet araozi gant ar Soviediz.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret he deus plas an Tokarev TT33 evel arm-dorn standart an Arme Ruz e 1951. Produet eo bet dindan aotre e holl vroioù Pakt Varsovia. Implijet e vez hiziv an deiz c'hoazh gant an arme rusian ha gant armeoù all[1]. E 2020 ez eus bet roet gant Estonia 7.000 skouerenn anezho da Ukraina[2].
Kaset e veze ivez gant an egoraerien soviedat, dezhe da c'hellet dreistvevañ betegoût e touarjent en ur vro c'houez en ur zistreiñ war an Douar. Kemeret e voe plas ar Makarov gant an TP-82 evit an implij-se adalek 1986[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 91
- ↑ (en) PONOMARENKO Illia, Estonia gives 2,400 Makarov pistols to Ukraine, Kyiv Post, 07/07/2020 (lennet d'an 30/10/2024)
- ↑ (en) PIKE Travis, TP-82 Cosmonaut Survival Pistol: Russia’s space gun (diellet), Sandboxx, 19/01/2022 (lennet d'an 30/10/2024)