Lucas van Leyden
Lucas van Leyden, Lucas Hugensz pe c'hoazh Lucas Jacobsz (1494 e Leiden - 8 a viz Eost 1533 e Leiden), a oa ul livour hag un engraver izelvroat.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lucas van Leyden a voe ganet hag a gasas lod brasañ e vuhez e Leiden. Gwelet e vez evel unan eus engraverine wellañ holl istor an arzoù. Gant e dad e teskas ar vicher, hag ivez gant Cornelis Engelbrechtsen. an daou zen-se a oa livourien, padal e oa Lucas un engraver dreist-holl. Ne ouezer ket penaos e teskas teknik an engraviñ, met an engravadenn gentañ a anavezer diwar e zorn (Mohammed hag ar manac'h muntret) a zo deiziet e 1508, pa oa 14 vloaz nemetken.
Da 12 vloaz e livas istor Sant Hubert, ha da 18 vloaz e veze gwelet evel arzour gwellañ ar skol flamank, hag evel engraver gwellañ ar mare-se ivez. Daoust da se e kendalc'has da veajiñ a-benn gwellaat e zoare da labourat. Lavaret e vez e vije bet kontammet gant daou gevezer, ha mervel a reas nepell goude ma vefe distro d'e vro, da 39 bloaz. En holl e savas 172 engravadur. Ur pennad diwar e benn a gaver e-barzh Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- un Ecce homo
- Distro ar Mab foran
- Azeulerezh an tri roue
- Dañs Madalen
- Jezuz o pareañ den dall Jeriko
- Ar Varnadenn ziwezhañ
- Ar bartienn echedoù (1508)