Lincoln Ellsworth
Lincoln Ellsworth a oa un ergerzher Amerikan en douaroù arktek hag antarktek. Ganet eo bet d'an 12 a viz Mae 1880 e Chicago. Aet eo da Anaon d'ar 26 a viz Mae 1951.
Mab oa da James Ellsworth, banker pinvidik ha perc'henn mengleuzioù, ha da Eva Frances Butler. Arc'hantaouiñ a reas e dad avantur an Norvegiad Roald Amundsen etrezek Pennahel an Norzh e 1925gant 100 000 $. Blenier an ergerzhadeg-se oa Ellsworth.
Eus bourzh an aerlestr Norge, savet ha bleinet gant Umberto Nobile, e spurmant Amundsen hag Ellsworth pennahel an Norzh e 1926 e-kerzh un nijadenn etre ar Svalbard hag an Alaska. Ar wech kentañ e oa evoe gwelet ar pennahel hep arvar.
Peder ergerzhadeg antarktek a reas Ellsworth etre 1933 hag 1939. Implijout a rae evel diazelec'h ha doare da gas e garr-nij ur vag kozh harinketa norvegian anvet gantañ Wyatt Earp diwar anv e haroz.
D'an 23 a viz Du 1935 e tizoloas en Antartika menezioù a zoug bremañ e anv e-kerzh un nijadenn a-dreuz ar mor Atlantel eus enez Dundee betek kloued Ross. Envel a reas anezho Sentinel Range. Miret eo bet an anv -se evit rann norzh Menezioù Ellsworth.
E anv a zo bet roet ivez da Venez Ellsworth ha lenn Ellsworth, o daou en Antartika
Bet e doa bet dre hêrezh aberzh e dad kastell Lenzbourg e Bro-Suis.