Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien
A dalv evit tiriad | Frañs |
---|---|
Business division | clergy |
Krouet gant | Bodadenn vonreizhañ vroadel |
Deiziad kregiñ | 12 Gou 1790 |
Deiziad embann | 24 Eos 1790 |
Efed | Constitutional Church, constitutional clergy, Refractory clergy |
Full work available at URL | https://web.archive.org/web/20120427061511/http://www.assemblee-nationale.fr/histoire/eglise-etat/constitution-civile-clerge/page63.asp |
Approved by | Loeiz XVI |
Pajenn meneger Wikimammenn | https://fr.wikisource.org/wiki/Livre:Constitution_civile_du_clerg%C3%A9_du_12_juillet_1790.djvu |
Al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an 12 a viz Gouere 1790 gant ar Vodadenn vonreizhañ broadel c'hall (Assemblée nationale constituante) a oa he fal lakaat ("constituer") kloer Bro-C'hall da vezañ keodedourien evel ar re all, ha reiñ dezho ur statud lezennel.
N'eus ket kaoz eus ur vonreizh bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gant Bonreizh ar gloer pe souezhuzoc'h Lezenn sivil ar veleien.
E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze : Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé.
Araok al lezenn-mañ, ar gloer a veze dindan beli lezennel diabarzh an Iliz katolik roman ha difennet e oa outo dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oa lezioù-barn ispisial evito, anvet "officialités".
Al lezenn a roas da bep kloareg, eskob, beleg, manac'h, lean, leanez, ar gwirioù keodedel hag o doa gallet lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel.
An abatioù hag al leandioù a oa evit mont da get pa oa bet divizet araok gant ul lezenn votet d'an 13 a viz C'hwevrer 1790 e vije lakaet o madoù evel "Gladoù broadel" . Koulskoude e chome an eskoptioù hag ar parrezioù renet gant eskibien ha beleien dilennet gant ar feizidi.