Les Éclaireurs
Les Éclaireurs zo un enezeg vihan e reter Douar an Tan hag e penn reter bae Ushuaia en Arc'hantina. Anvet eo bet evel-se gant ar Luis Fernando Martial, kabiten ar fourgadenn La Romanche e Gwengolo 1882.
Kashuna a vez lavaret eus an enezeg ivez. Meur a enezennig zo, unan anezho zo anvet Los Lobos, ha warni morvaouted .
Tour-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tour-tan zo war e penn reter unan eus an inizi, savet e 1920. Emgefre eo ha mont a ra en-dro gant tredan an heol.
Gweladennet e vez an tour-tan gant bagoù o tont eus Ushuaia. Anavezet eo evel Faro del fin del mundo (Tour-tan Penn ar Bed) en Arc'hantina. Droukvesk a vez alies etre hennezh hag un tour-tan arall, hini San Juan de Salvamento en Isla de los Estados, pelloc'h er reter, e Patagonia, hag a zo meneget en ur romant gant Jules Verne