Lalla Fatma N'Soumer
Lalla Fatma N'Soumer (1830 - 1863), zo un harozez kabil a stourmas a-enep ar C'hallaoued en XIXvet kantved. Kemer a reas penn emsavadeg an Igawawen (anv istorel Kabiled an Djurdjura) pa glaskas Bro-C'hall aloubiñ Kabilia er bloavezhioù 1850.
Hec'h anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Lalla » zo un titl roet d'ur vaouez a renk uhel, pe d'ur santez, dre zoujañs, hag a glot gant « Sidi ».
- « Fadhma» eo distagadur berberek an anv arabek Fatima.
- « N'Soumer » a zo « eus Soumer », kêriadenn ma en devoa he zad ur Zaouia.
He gwir anv kabilek eo Fadhma Sid Ahmed
An istorour gall Louis Massignon a rae « Janed Ark an Djurdjura » anezhi.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en 1830 e Kabilia Uhel, e biz Aljeria, en ur gêriadenn anvet Werja, tost da Aseqif n Tmana. Merc'h e oa d'ar cheikh Ali ben Aissi ha da Lalla Khlidja. He zad a oa e penn ur skol goranek liammet ouzh zaouïa Rahmania ar Sidi Mohamed ibn Abderahmane Abu Qabrein.
He stourm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1849 e krogas Fatma N’Soumer da stourm da-heul Si Mohammed El-Hachemi, ur marabouten devoa kemeret perzh en emsavadeg Cheikh Boumaza en Dahra en 1847[1]. En 1850 e roas harp da emsavadeg Cherif Boubaghla deuet eus ar Babors.
Gant bodadeg Soumeur, Tajmaât, aotrouniezh politikel ar gêriadenn, e voe dileuriet Lalla Fatma hag he breur Sidi Tahar, marabouted, da ren an Imseblen (soudarded ar marv) deuet eus kêriadennoù tolead an Djurdjura evel Aït Itsouregh, Illilten, Aït Iraten, Illoulen u Malou. ha Lalla Fatma n'Soumer e penn an arme dispac'hel (Philippoteaux, 1866).]]