Mont d’an endalc’had

La Cordelière

Eus Wikipedia
Emgann La Cordelière par Pierre-Julien Gilbert
La Cordelière
carrack, flagship
Deiziad krouiñ1487 Kemmañ
Anvet diwarOrder of the Ladies of the Cord, Frañsez a Asiz Kemmañ
Darvoud-alc'hwezship launching, order, keel laying, demolition Kemmañ
UrzhierFrañsez II Kemmañ
Oberataerdugelezh Breizh Kemmañ
Lec'h produiñMontroulez Kemmañ
Lakaet er servij1498 Kemmañ
Cause of destructionemgann war vor Kemmañ
Commanded byHerve Porzhmoger, Jacques Guibé Kemmañ
Country of registrydugelezh Breizh Kemmañ

La Cordelière - pe Marie-Cordelière - zo ul lestr-brezel a oa bet savet e porzh an Dourdu (Plouezoc'h) en 1498 ha paramantet gant Anna Vreizh, en amzer Dugelezh Breizh eta. Bravañ lestr morlu Breizh e oa. 200 kanol a oa war ar bourzh ha 1200 martolod[1].

Dont a rae an anv eus an urzh varc'hegiezh anvet Ordre de la Cordelière. Met da gentañ e oa bet roet dezhañ un anv all : La Nef de Morlaix, La Mareschalle, La Nef de la Royn. Gant Anna Vreizh avat eo e voe divadezet[2].

Etre 1501 ha 1504 edo al lestr er Mor Kreizdouar. Perzh a gemeras en droiad-brezel da Lesbos. Er c'heid amzer-se edo ar morlu saoz o rodal a-hed aodoù Breizh ha pa ziskenne bagadoù anezho e lakaent freuz ha reuz. Kement-se a c'hoarvezas adarre e miz Mezheven 1512 pa ziskennas an amiral Howards e Konk-Leon, nepell diouzh Brest, ha pa c'hwezhas an tan e maner Herve Porzhmoger. D'an 10 a viz Eost 1512, deiz gouel sant Laorañs, e oa ul lid war al lestr Marie-Cordelière, tra ma oa ar Saozon o vont da zilestrañ e Beg Lokmazhe, e penn lenn-vor Brest. Pa glevas Herve Porzhmoger, kabiten ar Marie-Cordelière, e savas an eor da vont en arbenn d'an enebourien, hag ar gouviidi bepred war bourzh.


  1. Jean-Pierre Leguay. « Livre six - La fin de l'indépendance bretonne », in Fastes et malheurs de la Bretagne ducale (J-P. Leguay ha Hervé Martin). Ouest-France Université, 1982. P. 425
  2. « Le navire breton Marie La Cordelière ». http://www.culture-bretagne.net/navire-marie-cordeliere/