Koreaneg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Koreaneg (한국어 조선말 Hangugeo Chosŏnmal) | |
---|---|
sur | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Korea, biz Sina |
Rannved : | Azia |
Komzet gant : | 78.000.000 |
Renkadur : | 12 |
Familh-yezh : | Yezh digenvez
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Korea ar Su Korea an Norzh, Prefeti Emren Yanbian e Sina |
Akademiezh : | Gungnip-gugeowon (국립국어원)[1] Korea an Norzh: Sahoe Kwahagwŏn Ŏhak Yŏnguso (사회 과학원 어학 연구소) |
Urzh ar gerioù : | SOV |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | kor |
ISO 639-2 | kor |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | KOR |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar c'horeaneg a zo yezh ofisiel Korea an Norzh hag ar Su. Unan eus an div yezh ofisiel eus Prefeti Emren Yanbian e Sina eo ivez. Bez ez eus ivez kummunezhioù a goreanegerien e Rusia, Japan, Aostralia, Kanadaha Brazil. Krediñ a reer e vez komzet tro pe dro gant war-dro 80 milion a dud er bed a bezh.
N'eo ket sklaer da be familh e perc'henn ar c'horeaneg. Yezhonourien'zo a laka anezhañ er familh Yezhoù altaek tra ma kred reoù arall ez eo digenvez. Ur Yezh daspegel eo hag evel japaneg ha vietnameg en-deus amprested kalz gerioù digant ar sinaeg
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur ag anv a ro ar goreanegerien d'o yezh hervez al lec'h m'emaint o chom.
- E Korea an Norzh hag e Yanbian e Sina e vez anvet Chosŏnmal (조선말; Hanja :朝鮮말), pe, en un doare ofisieloc'h Chosŏnŏ (조선어; 朝鮮語).
- E Korea ar Su e vez anvet alies Hangungmal (한국말; 韓國말), pe, en un doare ofisieloc'h Hangugeo (한국어; 韓國語) pe Gugeo (국어; 國語; yezh vroadel). Anvet e vez wechoù'zo Urimal ("hor yezh"; 우리말 e Korea ar Su, 우리 말 e Korea an Norzh).
- Ar goreanegerien o vevañ war tachenad ar pezh a oa an Unaniezh Soviedel (Koryo-saram) a anv o yezh Goryeomal (고려말; 高麗말). Disheñvel eo homañ diouzh ar c'horeaneg reizh avat hag evel ur yezh distag e vez gwelet alies.
Rummouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disklaer eo rummouriezh ar c'horeaneg hag, evel ma n'eus teorienn ebet asantet outi gant an holl glaskourien e vez alies livet evel ur yezh digenvez.
Abaoe embannadur ur pennad gant Ramstedt e 1926 e kred un darn vras eus ar yezhourien e perc'henn d'ar yezhoù altaek pe emañ tost ouzh ar rak-altaeg.
Krediñ a reer ivez en-deus ar c'horeaneg ul liamm gant ar japaneg en-deus an hevelep frammadur yezhadurel eveltañ. Un nebeud klaskourien o-deus lakaet an div yezh er familh altaek tra ma kred reoù arall eo liammet ar japaneg ouzh ar yezhoù Buyeo komzet gwechell e rouantelezhioù kozh Goguryeo ha Baekje. Ar japaneg hag ar baekjeg o-deus an hevelep frammadur fonetikel ha un nebeud eus o gerioù a zo heñvel. Bez ez oa liammoù sevenadurel anat etre Japan ha Baekje ha pa voe distrujet ar rouantelezh gant Silla e tec'has he noblañs da Japan. Hervez klaskourien arall, avat, n'o-deus ket an div yezh liamm genel ebet met un darn eus an hevelep sprachbund e oant.
Krediñ a reer e tiskenn ar c'horeaneg eus yezh Samhan ha Silla. N'ouzer ket hag e voent kar eus ar yezhoù Buyeo daoust ma kred kalz klaskourien goreanat e c'helle o c'homzerien kompren an eil egile. E orin e voent eus ar pezh a zlefe mont d'ar c'horeaneg krenn (ar yezh komzet a-raok ar brezel a seizh bloaz ha d'ar c'horeaneg a-vremañ. Gant rannyezh Jeju e oa bet miret perzhioù hen o stumm.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a rannyezh en-deus ar c'horeaneg (anvet mal, bang-eon, pe saturi e Koreaneg). War rannyezh Seoul eo diazezet yezh ofisiel ar su tra ma eo hini an norzh diazezet war rannyezh Pyongyang.