Kaozeal:Brandenburg
Neuz
Sed aze un tamm sklabez lakaet e-lec'h am boa savet ur pennad Brandenburg gant sterioù all ar ger hag am boa c'hoant da greskiñ. N'haller ket adlakaat an traoù en o lec'h? Bianchi-Bihan 1 Eos 2011 da 10:31 (UTC)
- Pa seller ouzh istor ar pennad e weler e oa bet krouet ur pennad diwar-benn ar stad (Land) eus Alamagn e miz Gwengolo 2009, dindan an titl Brandenburg hag eo bet kemmet an titl (dre ziv wech) da vont da v-Brandenburg (stad). Gant ar c'hemm-se eo bet torret al liammoù a oa e nouspet pennad warn-ugent (Sorabed, Potsdam, Frankfurt (Oder), Spree, Potsdam, Stadoù Alamagn...), hag al liammoù etrewiki ivez. Spletusoc'h e vefe distreiñ d'an titl kentañ, kentoc'h eget mont da reizhañ an holl liammoù-se, hag evel-se e reer en darn vrasañ eus ar yezhoù all (alamaneg, galleg, saozneg...). Ur pennad Brandenburg (disheñvelout) zo ivez, gant danvez heñvel ouzh ar pezh a gaver er bajenn nevez Brandenburg. Gwelloc'h ober gant an titl eeun Brandenburg evit ur pennad diwar-benn ar stad alaman, evel ma reer en alamaneg (de:Brandenburg) hag e meur a yezh all, hag ober, evit ar sterioù all, gant ar bajenn Brandenburg (disheñvelout), evel ma reer ivez en alamaneg (de:Brandenburg (Begriffsklärung)), e galleg, e saozneg hag en darn vrasañ eus ar Wikipedia-où all. Evel-se e vez graet ivez amañ e degouezhioù heñvel, evel Hessen/Hessen (disheñvelout). --Llydawr 27 Eos 2011 da 10:20 (UTC)
- Kavout a ra din e vefe poellek degemer ar c'hemm kinniget gant LLydawr a seblant leun a skiant vat.--Kadwalan 27 Eos 2011 da 11:44 (UTC)
- An hini torrpennañ pa vezer o labourat war ar pennadoù, ha trawalc'h anezhe am eus graet evit gouzout, ha sed ar c'hriter pouezusañ pa oan o labourat war ar pennadoù-se: eus Brandenburg, kavout an holl bennadoù dindan an anv-se, ha memes tra evit ar re all: eeun, didro, aes. Ma klasker diaesaatan traoù e laoskin al labour d'ar re all. Gwelloc'h din neuze labourat war pennadoù evel Gouel an anv a Jezuz. Bianchi-Bihan 27 Eos 2011 da 13:59 (UTC)
- N'emeur ket o klask diaesaat an traoù. Kalz wikioù all a ra evel-se ivez. Ouzhpenn-se ez eus ur gudenn abalamour d'al liammoù. Mat e vefe avat lakaat ul liamm etrezek ar pennad disheñvelout e penn ar bajenn-mañ ivez marteze {{m:adkas|Brandenburg}}?--Kadwalan 27 Eos 2011 da 14:06 (UTC)
- Ne c'haller ket ober evel pa vefe dianav Brandenburg d'al lennerien. Gouzout traoù diwar-benn al Land-se eo a fell d'an darn vrasañ anezho, a-raok gouzout e vez kavet ar ger Brandenburg e titoù pennadoù all. Torr-penn eo bezañ kaset d'ur bajenn disheñvelout, e-lec'h bezañ kaset d'ar bajenn vat, pa gliker war "Brandenburg" a lenner e nouspet pennad (Sorabed, Potsdam, Frankfurt (Oder), Spree, Potsdam, Stadoù Alamagn...). --Llydawr 28 Eos 2011 da 08:55 (UTC)
- N'eo ket tamm ebet evel-se e welan an traoù. Gouzout a raen e oa un nor (pe ur porzh) a-raok bezañ ur stad a vremañ (n'em eus ket ezhomm eus ar wikipedia evit se), met petra eo istor an anv a-raok ar stad pa ouzon ivez e oa trevadennoù gant Brandenburg en XVIIIvet kantved? Ar bajenn vat a zo ur meizad subjektivel ha dangorel kenañ-kenañ eta. Met echu eo din labourat amañ. Bianchi-Bihan 28 Eos 2011 da 09:46 (UTC)
- Ne c'haller ket ober evel pa vefe dianav Brandenburg d'al lennerien. Gouzout traoù diwar-benn al Land-se eo a fell d'an darn vrasañ anezho, a-raok gouzout e vez kavet ar ger Brandenburg e titoù pennadoù all. Torr-penn eo bezañ kaset d'ur bajenn disheñvelout, e-lec'h bezañ kaset d'ar bajenn vat, pa gliker war "Brandenburg" a lenner e nouspet pennad (Sorabed, Potsdam, Frankfurt (Oder), Spree, Potsdam, Stadoù Alamagn...). --Llydawr 28 Eos 2011 da 08:55 (UTC)
- Kavout a ra din e vefe poellek degemer ar c'hemm kinniget gant LLydawr a seblant leun a skiant vat.--Kadwalan 27 Eos 2011 da 11:44 (UTC)
- Gwir eo ar pezh a lavarez : "Ar bajenn vat " a c'hall bezañ ur meizad subjektivel ha dangorel kenañ. Ar bajenn kaozeadenn zo graet da gaout soñj ar muiañ a genlaboureien a c'hallomp tizhout evit ober ur choaz end-eeun. Kompren a ran ar pezh a fell dit lavaret. Me 'gav din avat e klaskfe unan Dor Brande(n)burg da gentañ ma vefe o klask titouroù diwar he fenn ha neket "Brandenburg"? Evit a sell ar sterioù all ne vint ket diaes da gavout ma lakaomp ar patrom {{m:adkas|Brandenburg}} e penn ar bajenn "Brandenburg" ? 'Gav ket dit ? --Kadwalan 28 Eos 2011 da 14:44 (UTC)
- Ya, mont a rafe mat-tre en-dro gant un daouad "Brandenburg"/"Brandenburg (disheñvelout)", evel ma reer en alamaneg hag e yezhoù all, pe evel ma vez graet amañ e degouezhioù heñvel (Hessen/Hessen (disheñvelout), Brest/Brest (disheñvelout), Flandrez/Flandrez (disheñvelout)...). --Llydawr 29 Eos 2011 da 10:36 (UTC)
- A-du gant an diskoulm-mañ ivez, evel-se e vez graet er yezhoù all. Evit anvioù all ez eo savet ar memes kudenn ha torret al liammoù ivez.--Trec'hlid mitonet 29 Eos 2011 da 11:50 (UTC)
- Din e oa anat e oa gouestlet ar pennad d'ar stad (Land) peogwir e oan o labourat warno d'ar mare-se, hag ouzhpenn em boa kemeret skouer war ar bajenn alamanek, setu perak e oa Brandenburg (nemetken) titl ar pennad. --Ex-Smith 29 Eos 2011 da 12:00 (UTC)
- A-du gant an diskoulm-mañ ivez, evel-se e vez graet er yezhoù all. Evit anvioù all ez eo savet ar memes kudenn ha torret al liammoù ivez.--Trec'hlid mitonet 29 Eos 2011 da 11:50 (UTC)
- Ya, mont a rafe mat-tre en-dro gant un daouad "Brandenburg"/"Brandenburg (disheñvelout)", evel ma reer en alamaneg hag e yezhoù all, pe evel ma vez graet amañ e degouezhioù heñvel (Hessen/Hessen (disheñvelout), Brest/Brest (disheñvelout), Flandrez/Flandrez (disheñvelout)...). --Llydawr 29 Eos 2011 da 10:36 (UTC)
- Gwir eo ar pezh a lavarez : "Ar bajenn vat " a c'hall bezañ ur meizad subjektivel ha dangorel kenañ. Ar bajenn kaozeadenn zo graet da gaout soñj ar muiañ a genlaboureien a c'hallomp tizhout evit ober ur choaz end-eeun. Kompren a ran ar pezh a fell dit lavaret. Me 'gav din avat e klaskfe unan Dor Brande(n)burg da gentañ ma vefe o klask titouroù diwar he fenn ha neket "Brandenburg"? Evit a sell ar sterioù all ne vint ket diaes da gavout ma lakaomp ar patrom {{m:adkas|Brandenburg}} e penn ar bajenn "Brandenburg" ? 'Gav ket dit ? --Kadwalan 28 Eos 2011 da 14:44 (UTC)
- Kement-se a c'hoarvez atav pa groger gant un anv (lakaomp Margaret of Huntingdon, Praia, Aleksandr, Rio Grande ) . Goude e weler e c'hall bezañ sterioù all, ha neuze ne vez nemet resisaat (stad, stêr, kêr, pab,...). Hiroc'h eo istor stad Brandenburg (meur a gantved) evit hini al land (un hanter-kantved). Bianchi-Bihan 29 Eos 2011 da 15:55 (UTC)
- Pa vez anavezetoc'h unan eus ar pennadoù eget ar re all ne vez ket ezhomm da resisaat an titl. Sed a c'hoarvez gant Brest, Kemper. Neuze e vez mat kas al lennerien war-eeun d'ar pennad pouezusañ ha kinnig dezho, e-kichen, ur bajenn disheñvelout Brest (disheñvelout), Kemper (disheñvelout). Evel-se e oa evit Brandenburg ha mat e vefe adlakaat an traoù evel ma oant. --Llydawr 30 Eos 2011 da 16:21 (UTC)
- Pezh zo tremen anat evit Brest ha Kemper n'eo ket evit Brandenburg, ha n'emañ ket e Breizh : anvioù al landoù alaman n'int ket anat d'an holl (din-me n'int ket), nemet d'an alamanegerien, ha Brandenburg evel Westfalia zo en istor hag e penn meur a hini pell a-raok amzer ar Republik Kevredadel. Ma vije ret dimp ober evel e saozneg e vefe Aleksandr db Aleksandr Veur. Bianchi-Bihan 30 Eos 2011 da 17:07 (UTC)
- Me 'gav din ez eus un emglev etre ar pep brasañ eus an dud o deus kemeret perzh er gaoze da lakaat ar pennad Brandenburg gant ur bajennn Brandenburg (disheñvelout) hepken. Netra ne vir ouzh unan lakaat danvez er pennad Marz Brandenburg ma kav dezhañ ez eus danvez a-walc'h.--Kadwalan 31 Eos 2011 da 14:53 (UTC)