Mont d’an endalc’had

Josef Mengele

Eus Wikipedia
Josef Mengele
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh alaman, Republik Weimar, Trede Reich Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJosef Mengele Kemmañ
Anv-bihanJosef Kemmañ
Anv-familhMengele Kemmañ
LesanvWolfgang Gerhard, Helmut Gregor, Fausto Rindón, S. Josi Alvers Aspiazu Kemmañ
MoranvTodesengel, Ángel de la muerte, A halál angyala, Angel of Death Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Meu 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGünzburg Kemmañ
Deiziad ar marv8 C'hwe 1979 Kemmañ
Lec'h ar marvBertioga Kemmañ
Doare mervelmarv dre zegouezh Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhEmbu das Artes Kemmañ
TadKarl Mengele Kemmañ
MammWalburga Theresa Hupfauer Kemmañ
Breur pe c'hoarAlois Mengele, Karl Mengele Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherantropologour, mezeg soudardel, physician writer, jahiner Kemmañ
ImplijerUniversitäts-Institut für Erbbiologie und Rassenhygiene Frankfurt am Main, Otmar von Verschuer Kemmañ
Bet war ar studi eLudwig Maximilian University of Munich, Goethe University Frankfurt Kemmañ
Rener tezennTheodor Hildebrandt, Theodor Mollison Kemmañ
Deroù ar prantad labour1939 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1979 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Relijiontalvoud ebet Kemmañ
Grad milourelHauptsturmführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luSchutzstaffel Kemmañ
Ezel eusSturmabteilung, Der Stahlhelm, Bund der Frontsoldaten, Schutzstaffel, Großdeutscher Jugendbund Kemmañ
Prizioù resevetIron Cross, Wound Badge (1939) in Black, Honour Chevron for the Old Guard, War Merit Cross, Eastern Medal Kemmañ
Deskrivet dreThe 7 Most Notorious Nazis Who Escaped to South America Kemmañ

Josef Rudolf Mengele, ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1911 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1979, a oa un ofiser alaman er Schutzstaffel (SS) ha medisin e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lesanvet e oa "Todesengel" (brezhoneg: Ael ar marv), gwallvrudet eo abalamour d'e arnodoù damvezegel ha marvus war prizonidi kamp-bac'h Auschwitz II (Birkenau), lec'h ma oa ezel eus ur strollad medisined karget da zibab piv a oa da vezañ lazhet er c'hambroù-gaz, ha bez e oa bet unan eus ar medisined a implijas ar gaz.

A-raok ar brezel, Mengele a oa bet enoret gant un doktorelezh war an antropologiezh hag ar medisinerezh, ha kroget e oa goude da vezañ ur c'hlasker. Emezelet e oa er Strollad Nazi e 1937 hag en SS e 1938. Pa oa tarzhet an Eil Brezel-bed e oa bet kaset d'ur batailhon medisinel evel ofiser. Goude-se e oa bet kaset d'ar servij er c'hampoù tolpañ e penn kentañ 1943 ha kaset da Auschwitz. Erruet eno e oa kroget gant taolioù-arnod genetek war prizonidi. Pal e arnodoù a oa dreist-holl gevelled, hep damant evit yec'hed pe stad vat an dud.

Goude ar brezel e tec'has Mengele da Arc'hantina e 1949. Bevañ a reas eno e-pad meur a vloaz, a-raok tec'hout da Vrazil e 1960, pa ouie e oa klask war e lerc'h gant "chaseourien nazied". Beuziñ a reas e 1979 pa oa o neuial war aod stad São Paulo, ha beziet e voe dindan un anv faos. Dizoloet e voe e relegoù e 1985, da-heul ur c'hlemm gant justis Alamagn, ha prouet e voe gant testoù ADN e oa e gorf dezhañ a oa er bez.