João III Portugal
Neuz
João III [ʒuˈɐ̃w̃] (Lisbon 1502 — Lisbon 1557), lesanvet o Piedoso ("an Deol") dre ma oa troet gant ar relijion, a voe pemzekvet roue Portugal. Ren a reas war-lerc'h e dad Manuel Iañ Portugal e 1521, pa oa 19 vloaz.
Da vare ren João III e voe kaset skol-veur Lisbon da g-Coimbra. Dindan e ren ivez e voe staliet an Inkizision e Portugal, adalek 1536.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe da Catalina de Austria (1507–1578), ur verc'h da Fulup Iañ Kastilha (Felipe el Hermoso) ha da Janed Kastilha. Nav bugel o doe. An darn vrasañ a varvas en-bugel.
- Afonso (1526-1526).
- Maria Manuela (1527- 1545), dimezet d'he c'henderv Felipe II,
- Isabel (1529 -1530).
- Beatriz ( 1530- 1530).
- Manuel (1531 - 1537), anvet da bennhêr en 1535, da 4 bloaz.
- Fulup (1533-1539), anvet da bennhêr en 1537, da 4 bloaz, marvet da 6 vloaz.
- Dinis (1535 - 1537).
- João (1537-1554), priñs Brazil, anvet da bennhêr en 1539; dimezet e 1552 d'e geniterv Juana de Austria, c'hoar da Fulup II, a c'hanas ur mab dalif, triwec'h deiz goude marv he fried d'an 20 a viz Genver 1554, ha hennezh a voe roue hag a voe anvet Sebastião Iañ.
- Antonio (1539-1540).