Mont d’an endalc’had

Jean-Mathurin Cadic

Eus Wikipedia
Jean-Mathurin Cadic

Jean-Mathurin Cadic a oa ur beleg (beleget e 1869) hag ur barzh brezhonek, bet ganet e Kerforn d'an 2 a viz Ebrel 1843 hag aet da Anaon d'an 13 a viz Mezheven 1917. Kenderv da Frañsez-Mari Kadig eo.

Oferennet en devoa e Baden (1870), e Plouharnel (1874), en Alre (1876) hag e Bizhui-an-Dour adalek 1892 betek e varv.

Tra ma oa e karg en Alre en devoa embannet ur romant-kazetenn diwar-benn ar chouanerezh ha, diwezhatoc'h (e 1897), un hir a varzhoneg (En Est) a zezrevelle mont en-dro an eostvezh e maezioù ar Mor-Bihan. Bez' e oa bet e-touez ar veleien vrezhonek o devoa dastumet ha treuzskrivet ar c'hanaouennoù pobl hag ar gwerzioù e dibenn an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved, oc'h ober gant an anv-pluenn Yann Kerhlen.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha davennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ti ar Sonerion