Inizi Gwerc'h Breizhveurat
Neuz
- Ur pennad Inizi Gwerc'h zo ivez.
An Inizi Gwerc'h (anv ofisiel hag istorel[1]: Virgin Islands e saozneg), pe Tiriad an Inizi Gwerc'h (Territory of the Virgin Islands), anvet alies Inizi Gwerc'h Breizhveurat (pe reishoc'h Breizhveuriat[2]) pe c'hoazh Inizi Gwerc'h Breizh-Veur[3] (British Virgin Islands e saozneg: berradur: BVI) evit o dishañvalout diouzh Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet, zo un Tiriad Breizhveurat Tramor er Mor Karib er reter da enezenn Puerto Rico. Road Town eo ar gêr-benn, e Tortola, an enezenn vrasañ, dezhi 20 km hed ha 5 km led. 22 000 a dud zo o chom er vro, ha 18 000 anezhe e Tortola.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez int:
- Tortola,
- Virgin Gorda,
- Anegada
- Jost Van Dyke,
- hag un 50 enezennig all, didud peurvuiañ.
N'eus tud nemet en ur 15 anezho.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [1] Lec'hienn ar gouarnamant.
- ↑ R. Hemon, R. Huon Dictionnaire breton-français français-breton Al Liamm, p. 106b.
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1429.