Gogol
- Plediñ a ra ar pennad mañ gant an niver bras. Evit ar skrivagner rusian, sellet ouzh ar pennad Nikolaz Vasilievitch Gogol.
Ar gogol eo an niver 10100 a vez skrivet c'hoazh gant ar sifr 1 heuliet gant 100 zero.
Savet e oa bet furm saoznek an anv-se (googol) e 1938 gant ur paotr 9 bloaz, Milton Sirotta, diwar c'houlenn e eontr, ar matematikour amerikan Edward Kasner. Degaset e voe an niver-mañ gant Kasner en e levr Mathematics and the Imagination.
Diwar an anv-se eo deveret anv ar c'hevredad google dre ma voe merket spered e ziazezerien gantañ. Dave : istor ar c'hevredad Google (e saozneg).
Tost kevatal eo ar gogol da faktorel 70 (70!), ha 2 ha 5 eo e faktorioù primel nemeto. 333 bit a vefe ezhomm evit skrivañ anezhañ ent binarel.
N'eus talvoudegezh ispisial ebet d'ar gogol e matemetik, ha n'eus implij pleustrek ebet anezhañ kennebeut. Krouet e voe gant Kasner evit reiñ ur skeudenn eus ar c'hemm a zo etre an niver bras diempentus hag an anfin, hag er c'heñver-se e vez graet gantañ a-wezhioù er c'helenn matematik.
Skrivadoù ar gogol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1 gogol = 1 × 10100
1 gogol = 10 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000 000
1 gogol = 10010 01001001 10101101 00100101 10010100 11000011 01111100 11101011 00001011 00100111 10000100 11000100 11001110 00001011 11110011 10001010 11001110 01000000 10001110 00100001 00011010 01111100 10101010 10110010 01000011 00001000 10101000 00101110 10001111 00010000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000 00000000
Ar gogol o vont war vihanaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar c'houlz ma voe roet e anv dezhañ, e 1938, e oa bras-kenañ ar gogol, hag eus sellboent ar fizik ne glotje ket ur gogol eus forzh petra gant an hollved anavezet. Koulskoude eo deuet an niveroù a-vent gant ar gogol da vezañ stank gant krouidigezh an urzhiatarezioù herrek hag an algoritmoù herrek. Da skouer e c'heller bremañ digompozañ niveroù dezho 100 sifr en ul liesad faktorioù primel.
Un tammig bihanoc'h eget ar gogol eo an niver brasañ a c'hell bezañ diskwelet gant ar jederezioù chakod ordinal, ar re skiantel eus ar seurt a vez implijet er skolajoù : 9.999999999 E+99 pe c'hoazh 9,999999999 × 1099, pe 0,9999999999 gogol. Hag un nebeud jederezioù zoken a c'hell diskwel eksponantoù brasoc'h eget 99.
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brasoc'h eo ar gogol eget an niver a bartikulennoù en hollved anavezet (etre 1072 ha 1087 hervez ar braskontoù diseurt).
- Ur gogol bihan zo 2100 ~= 1,267 × 1030 hag ur gogolpleks bihan zo 2^(2^100) ~= 10^(3,8 × 10^29).
- Anvet e voe al lusker enklask Google diwar an niver-mañ. En abeg d'ur fazi reizhskrivadur e voe graet 'Google' anezhañ e-lec'h 'Googol' (anv saoznek ar gogol). Evel ma c'hoarvez alies eo aet ar fazi da reolenn ha kalz a dud a skriv Google hiziv an deiz evit an niver.
Gogolpleks
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gogolpleks eo 10gogol. E skrivad degel a vije skrivet gant un 1 heuliet gant ur gogol a zeroioù.
Dre m'eo kevatal e niver a sifroù da (gogol + 1) ne vije ket posupl skrivañ anezhañ ha pa yaje an holl vateri a zo en hollved anavezet d'ober paper ha liv.
Levlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kasner, Edward & Newman, James Roy Mathematics and the Imagination (London: Penguin, 1940; New York: Simon and Schuster, 1967; Dover Pubns, April 2001, ISBN 0-486-41703-4).
- 'Searching for the birth of the googol'
- 'An evening with Googles Marissa Mayer'
- 'Google and Larry Page'
- https://web.archive.org/web/20050920203259/http://www.googol.com/