Mont d’an endalc’had

Ginny Weasley

Eus Wikipedia

Ginny (Ginevra Molly Weasley) a zo bet ganet d'an 11 a viz Eost 1981, sur a walc'h er "Prad-toull" ("The Burrow") e-kichen Ottery St. Catchpole, Devon, Rouantelezh-Unanet.

Setu Ginny, taolennet gant Steve Vander Ark:

Ginny a zo merc'h yaouankañ Arthur ha Molly Weasley (CS3), koulz hag ar verc'h nemeti ganet er familh abaoe meur a rummad (JKR). Daoust d'he familh soñjal ez eo bresk ha yaouankig-toud, ez eo Ginny ur sorserez ampart (UF6) ha gwelet-mat gant skolidi Hogwarts (HBP24).

Ginny a oa mall warni mont da Hogwarts (PS6), met ar bloavezh kenta a zo bet trubulhius-tre eviti dre ma z'eo bet posedet ingal gant Tom Riddle ha rediet da zigeriñ Kambr ar Sekredoù (CS18). E fin ar bloavezh-skol eo bet lakeet da vont betek ar Gambr, gant ar soñj aberzhiñ anezhi a-benn lakaat eñvor Voldemort da zont da vezañ denel penn-da-benn. Araok ma c'hoarvezhfe an darvoud skrijus en deus Harry distrujet an deiz-levr (un Horkruks) gant bac'h bazilig Slytherin hag evel-se ez eo bet saveteet Ginny (CS17).

Kerkent ha gwelet Harry evit ar wech kentañ ez eo Ginny engerzhet gant Harry (CS2) hag hervezhi n'eo morse ehanet da garet anezhañ. Darempredoù he deus bet gant Michael Corner (OP16) ha Dean Thomas (HBP6) met n'eo ket aet en dro gwall-vat. A-benn ar fin eo deuet Harry da vezañ desachet ganti hag ar wech-mañ ez eo padet an darempred. En em lakeet int asambles (HBP25) ha daoust dezho bezañ dispartiet pa 'z eo aet Harry war roudoù Horkruksoù diwezhañ Voldemort (HBP30, DH7), ez int euredet goude bezañ bet kuiteet Hogwarts (DH/e, BLC).

Ginny a zo war un dro speredek, leun a fent, goaperez ha kalz fiziañs enni. Un dervezh bennak he deus lavaret da Harry e c'heller tizhout kement-tra "pa vezer hardiz a-walc'h" (OP29). Techet eo da heuliañ ar gredenn-se penn-kil-ha-troad. En despet dezhi bezañ gwelet dizehan e-giz an hini "re yaouank" ha gwarezet betek re gant he mamm, he deus nac'het Ginny bezañ laosket a-gostez pe vefe p'en deus Harry divizet nijal betek Departamant ar C'hevrinoù (OP33) pe p'en deus voldemort diskleriet e oa o vont da argadiñ Hogwarts (DH31). Barreg eo ivez da varmouzañ ar re all, Umbridge, koulz ha Fleur pe zoken he breur, Ron.

Ar c'hwec'h bloavezhiad he deus Ginny tremenet e Hogwarts a zo bet tenn kredabl-bras. Ar skolidi "muggle-born" (dezho kerent hep galloud-hud) a voe skarzhet kuit, Severus Snape a zeuas da vezañ e penn ar skol hag e aotreas Dreberien-maro da gelenn. Ginny a glaskas adsevel Arme Dumbledore ha kas stourm ar skolidi en dro (DH16). E-pad ar vakansoù Pask e tizoloas Dreberien-maro 'zo ne oa ket Ron klañv gant ar Spattergroit (ur c'hleñved-red hud spegus-kenañ a gas un doare loued e pep lec'h war ar c'horf: http://harrypotter.wikia.com/wiki/Spattergroit) hag abalamour d'an dra-se e rankas ar familh a-bezh mont da chom e-ti Tintin Murel, da gaout surentezh (DH24, 29). Ginny ne zistroas ket d'ar skñol betek ma vije argadet gant Voldemort e miz Mae.

Dre ma oa dindan-oad, e oa sañset Ginny chom er Sal-engalvet e-pad Emgann Hogwarts. P'en deus bet Harry ezhomm eus ar sal, evit klask war-lerc'h talgen Rawenclaw, eo Ginny tec'het kuit da gemer perzh en emgann evelato. Goude-se, pa z'eo bet taget Ginny gant Bellatrix he deus mamm Ginny taget he c'heniterv foll ha diskiant d'he zro ha lazhet anezhi (DH36).

Goude bezañ bet kuiteet Hogwarts eo deuet Ginny da veza ur c'hoarierez kwidditch a-vicher e skipailh ar Gitezed a Holyhead, ha da -heul he deus kavet ul labour siouloc'h: en em lakeet eo da skrivañ pennadoù diwar-benn ar c'hwidditch ha rentaoù-kont ar matchoù evit Kazetenn ar Sorserien, e mod-se eo bet aesoc'h dezhi ober war-dro he familh. Tri bugel he deus bet gant Harry: James Sirius, Albus Severus, ha Lily Luna. Diwezhatoc'h o deus lakeet o zud kement hag o zud-kozh da vezañ fier-droch ganto (DH/e, YL).