Georges Lombard
Ganet eo bet Georges Lombard e Pariz e miz Meurzh 1925. E dad a zalc'he ul leti e Brest.
Studiañ a reas ar Gwir hag e tibabas en em staliañ evel alvokad e Brest e 1949. Buan e voe dedennet gant ar politikerezh.
Bet kannad Penn-ar-Bed (tu kreiz) eus 1958 da 1962 hag eus 1967 da 1968, dilennet e voe da senedour e 1971. Senedour e voe betek 1989.
Kuzulier departamant ha kuzulier rannvro eo bet ivez. Anavezet eo dreist-holl evit bezañ bet maer Brest (eus 1959 betek 1974) ha prezidant Kumuniezh Kêrel Brest (1974-1977 ha 1983-1989).
Unan eus difennerien vrasañ ar raktres evit hentoù Breizh eo bet. Kemeret en deus perzh e buhez ar CELIB ha deuet eo da vezañ prezidant war-lerc'h René Pleven. Evit enoriñ René Pleven e teuas dezhañ ar mennozh da adsevel Urzh an Erminig bet krouet gwechall gant an Dug Yann IV.
Kentañ prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (stumm kentañ) e voe eus 1981 betek 1986.
Ofisour urzh Lejion a enor Frañs e oa ha marc'heg urzh ar "Palmes académiques".
Resev a reas Kolier an Erminig e 1991.
Aet eo da Anaon d'an 13 a viz Gwengolo 2010.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013.